An Institut d’Estudis Occitans (IEO), aozadur pennañ e-keñver al lec’hanvadurezh okitanek

Tro hon eus bet da mont e darempred gant PeÍre Brechet, prezidant an IEO, un ensavadur krouet e 1945 evit diorren an okitaneg, unan eus ar yezhoù bras komzet e Europa, dezhi dielloù fonnus, koulz e-keñver al lennegezh hag e-keñver gwir ar glad.

P’eo displeget e obererezh war 11 000 kumun, palioù heñvel awalc’h ouzh re Ofis publik ar brezhoneg a glask tizhañ, met n’eus ket ur status publik gantañ. Kuzuliañ a ra ar c’humunioù evit ar panellerezh hag restaoladur al lec’hanvioù okitaneg evel ma lavaront.

Savet eo bet gantañ un diaz roadennoù gant 56 000 lec’hanv enni http://www.bdtopoc.org (war ober ha reneveziñ) hag dispakañ a ra anvioù ar c’humunioù war ur gartenn diasavel fardet gant uMap/Leaflet/OpenStreetMap.

Posubl e vije kas ar roadennoù tamm ha tamm e-barzh OpentreetMap ha goulenn d’ar gartennerien ma ouzhpennont lec’hanvioù all en ur mod c’henlabourel. Ur gartenn dinamek, evel hon hini, a c’hellfe bezañ savet ganto.

Kazi sur e vo darempredoù hag eskemmoù da rakwelout etre OpenStreetMap e brezhoneg  hag ar gumuniezh OSM.

Tikedenn OSM evit an okitaneg : name:oc

Deixe uma resposta

O seu endereço de e-mail não será publicado. Campos obrigatórios são marcados com *