Keleier

KELEIER DIWAR-BENN BREZHONEKADUR HA KRAFLEC’HIAÑ AR C’HARTENNOÙ

2018, 6 a viz Du

Posubl eo gwelout war ur merdeer-heñcher dre loarelloù, OsmAnd Maps e anv (Android hag iOS), an anvioù douaroniel brezhonek a gaver war gartenn Vreizh hiziv. Kit da sellout ouzh pajenn hor blog nevez embannet. Memestra evit ar c’hatalaneg hag an euskareg.

2018, 21 a viz Here

Krouet eo bet ul livadenn-kontrol staget ouzh ar gartenn OSM e brezhoneg ha posubl eo sellout outi en ur glikañ war an nozelenn glaswenn ha du ( dibabit BR control). Diouzh-se e weler an anvioù tikedennet name:br pa en em tiskouezont e gwer (poentoù hag hentoù) hag ar rest e ruz, m’en deus bet an elfenn un name lakaet asamblez.

2018, 19 a viz Here

Dalc’het e vo un emvod-labour gant skipailh Openstreetmap e brezhoneg hag hini Ofis publik ar brezhoneg  d’an 19 a viz here da 10 eur, e burev an Ofis e Karaez. M’ho peus dedennet kemer perzh, kemennit deomp.

2018, 10 a viz Mae

Kinniget e vo war an ton bras ar raktres OpenStreetMap e brezhoneg e-doug ar c’hendalc’h OpenStreetMap France, anvet The State of the Map France 2018 (SotM FR), a vo dalc’het e Skol-Veur Montaigne e Pessac  (e-kichen Bordeaux) e-pad 3 devezh (1-3 a viz Mezheven).

Padañ a raio ar c’hinnigadur un eurvez a drugarez da vMael Reboux ha Christian Rogel hag a vo dispaket d’ar sadorn (02-06). Mont d’ar c’hendalc’h ne goust nemet 10 euro evit ar Gwener 2 hag eo digoust d’ar sadorn.


2018, 6 a viz Mae

Loc’het eo bet kentañ rederien ar Redadeg a bep eil 2018 e Kemper d’an 4 a viz Mae hag e echo an droiad a 1800 km tro dro da Vreizh e Plougerne d’an 12 a viz Mae. E Kemper e oa bet dispaket 3 dresadenn graet gant bugale evit skeudennañ sterioù pevar lec’hanv brezhonek.

Tresadennoù dispaket evit ar Redadeg 2018 / Dessins d’enfants pour la Redadeg 2018

2018, 4 a viz Mae

Pa ‘z eo bet divizet gant Ofis publik ar brezhoneg da lakaat frank a wirioù e roadennoù lec’hanvadurel (Du 2016), e embann anezho dindan mentrezh ar restroù CSV gant al lañvaz (aotre eilañ) Open Database License (ODbL). Sellit ouzh ar bajenn war e lec’hienn http://www.brezhoneg.bzh/211-roadennou-frank-a-wiriou.htm

2018, 21 a viz Meurzh

E Gwengamp e vimp d’ar sadorn 24/03 evit un nevez nozvezh staliañ e-serr An Drouizig hag pedet gant Ti ar Vro Gwengamp. Emgav e 18e30, 10 Plasenn Verdun, Gwengamp. Mont a raimp ivez da derc’hel ar stand OSM a vo staliet evit “Libre en fête en Trégor”, e Lannuon, sal an Ursulined, d’ar Sul 25/03.

2018, 18 a viz Meurzh

Lakaet eo bet pajenn ar gartenn vrezhonek war un istañs suraet gant ar rakger https.

2018, 4 a viz Meurzh

Kemer a raio perzh OpenStreetMap e brezhoneg d’an ABADENN STALIAÑ aozet gant Brezhoneg e Gwened hag An Drouizig evit kinnig meziantoù hag ostilhoù brezhonek, ,  en Tavarn “WARPZONE”, e Gwened, 10 Straed al Lezenn, d’an 10 a viz Meurz, adalek 14 e,  e-kerzh Miz ar brezhoneg

Kaset eo bet enlinenn handelv 2.0 evit stil ar gartenn OSM e brezhoneg a ro un deouezadur dibarek dezhi e-doug nozvezh an 3de a viz Meurz. Servij an teolioù a chom dindan e handelv beta.

2018, 20 a viz C’hwevrer

Kemer a raio OpenStreetMap e brezhoneg d’ar NOZVEZH STALIAÑ aozet gant Skol an Emsav hag An Drouizig, e Roazhon, 25 straed Pierre Martin, d’an 23 a viz C’hwevrer, adalek 19 e, e-doug an “Tavarn vrezhonek” evit kinnig meziantoù hag ostilhoù brezhonek. Pgz : 02 99 38 75 83

2018, 4 a viz C’hwevrer

D’an 22vet a viz Genver eo bet kaset enlinenn ar gartenn gembraek war OSM gant kevrenn Kerdiz an Open Data Institute. Kavet e vez en ur vont d’ar chomlec’h https://www.openstreetmap.cymru. Anv eus an an embregadenn-mañ a zo bet e nn 392 al lizher ditouriñ weeklyOSM (hebdoOSM e galleg). Meneget eo bet ar gartenn vrezhonek hag ar gartenn iwerzhonek ivez.

2018, 18 a viz Genver

Pourvezet e vez an teolioù gant ur servijer meret gant ar gevredigezh OpenStreetMap France hag hizivaet e vez OSM e brezhoneg bemnoz.

2018, 7 a viz Genver

Evel boas eo bet hizivaet ar gartenn vrezhonek e derou mizioù Kerzu ha Genver. A-benn nebeud ez aio-hi d’ur stumm stabil war ur servijer nevez. Klasket eo bet kodoù ar yezhoù minorelaet e tiriadoù Republik Frañs. 18 anezho a c’hell bezañ implijet ha 10 a c’hellfe bezañ.

2017, 19 a viz Du

Hervez enrolladennoù Tag Info Fr eo bet kaset 25 000 lec’hanv brezhonek en holl. Muioc’h eget 8 500 poent a zo da welout war gartenn Vreizh.

2017, 18 a viz Du

Ur stand dindan anv OpenStreetMap e brezhoneg a zo bet aozet ha dalc’het gant Mael da geñver ar fest-noz meur Yaouank e Tachenn an Diskouezadegoù Roazhon-Sant–Jakez.2017, 25 a viz Here

D’an 20 a viz Here 2017 e oa deuet 2 ezel ar strollad OpenStreetMap e brezhoneg e Ti ar Frank Brest, e-pad an Nozvezh-staliañ aozet ganti. Kinniget eo bet OSM hag an doare evit e vrezhonekaat d’un dousennad tud ha filmet eo bet gant FR 3 Brest.

Etre an 3 a viz Gwengolo ha 25 a viz Here ez eus bet enrollet 4 300 anv brezhonek nevez, d. l. e., 520 pep sizhun ha tremen 70 bemdez. Sammad an anvioù : 23 972. Mammenn : Tag Info Fr

2017, 18 a viz Here

Hizivaet eo bet teolioù ar gartenn vrezhonek d’an 8 a viz Here. Graet e vez en un doare emgefreek e pep derou ar mizioù.

2017, 10 a viz Gwengolo

Mirit an deiziad : dont a raio OpenStreetMap e brezhoneg evit ober ur c’hinnigadur e-doug an Nozvez-staliañ (20-10-17) aozet gant Ti ar Frank Brest hag An Drouizig

2017, 2 a viz Gwengolo

Hizivaet eo bet teolioù ar gartenn vrezhonek d’an 2 a viz Gwengolo. Graet e vo en un doare emgefreek e pep derou ar mizioù.

2017, 1añ a viz Eost

Hizivadur ar servij teolioù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta)

2017, 21 a viz Gouere

Livret Lec’hanvadurezh Breizh

Gant Kevre Breizh, kengevredad ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek, eo bet embannet ul levrig e teir yezh (brezhoneg, galoeg, galleg), Lec’hanvadurezh Breizh, un teñzor da zerc’hel bev, e ditl. Titouroù ha kuzulioù evit an dud ordinal hag evit an dilennidi a zo kinniget. Kavet e vo ar vurutelladenn diwar e benn e-barzh loden ar blog OSM e brezhoneg a-benn nebeud. Da vezañ pellgarget amañ.

2017, 16 a viz Gouere

Hizivadur ar servij teolioù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta) gant roadennoù ar 14/07/17

2017, 12 a viz Gouere

Prezidant an Institut d’Estudis Occitans en deus kaset keloù diwar-benn al lec’hienn http://www.openstreetmap-oc.org (kartenniñ al lec’hanvadurezh okitanek) krouet gantañ hervez patron al lec’hienn-mañ.

2017, 10 a viz Gouere

Hizivadur ar servij teoloù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta) gant roadennoù ar 06/07/2017.

2017, 24 a viz Mae

E Langoned (Morbihan) eo bet diskouezet labourioù kentañ ar strollad « OpenStreetMap e brezhoneg ». E kreiz Langoned e oa an darvoud e-doug Gouel broadel ar brezhoneg aozet gant Ai’ta ha Bod Kelenn, disadorn 20 a viz Mae

Dindan un deltenn a roe bod d’ar « Geriadenn niverel » e oa bet dispaket ur stand bras gant ur hir a giton skrivet ennañ, « OpenStreetMap », istitlet «  Kartennomp ar bed hent goude hent ». Diwar tri skramm e oe posubl displegañ palioù ar strollad, hag ostilhoù OpenStreetMap.

2017, 20 a viz Mae  

OpenStreetMap.bzh deuet e Gouel broadel ar Brezhoneg e Langoned , e-barzh Keriadenn an niverel, war ar blasenn Morvan.

Displeget eo bet en hon yezh penaos kartenniñ gant OpenStreetMap ha penaos silañ anvioù brezhonek e-barzh ar gartenn bedel.

Gouzout hiroc’h.

2017, 10 a viz Ebrel

Lakaet enlinenn handelv alpha ar servijer Openstreetmap.bzh. Gouestlet eo da vrezhonekadur ar gartenn OSM.