1 Petra a zo da vezañ brezhonekaet ?

Erbedet eo kregiñ gant lec’hanvioù a vez kavet e Breizh, met n’eo ket difennet mont pelloc’h, un nebeud anzho a zo hengounel o furmoù (da sk. : Turgn evit Tours e Bro-Douren, Bourdel evit Bordeaux, Chartrez evit Chartres, Evrog evit York pe er yezh lec’hel, azazaet ar skritur ma vez ret).
A-wezhoù e vez simpl a-walc’h kas ar furm ofisiel d’ar furm reizh (Carfantin e Bro-Zol —> Kerfeunteun), met gwezh an amzer, pe n’eo ket posubl divinout, pe eo koachet an diskoulm en ul levr diaes da gaout.
Ur reolenn hollek a zo : mont da glask an doare lec’hel ha n’eo ket an doare ofisiel bep tu. Hervez hengoun al lennegezh vrezhonek, ret eo skrivañ name:br = Strasburg ha n’eo ket Strasbourg (doare ofisiel), na Strässburg (doare alemaneg uhel) na Ströburi (doare elzasek), hag e vo lakaet name:br = Rijsel (izelvroeg) evit Lille, an daou o talvezout evit L’Île = An Enezenn).
P’eo ret  lakaat an anvioù alamaneg en Elzaz-Loren, an anvioù okitanek en okitanva, anvioù euskareg en euskaregva, anvioù arpitanek en arpitanegva, anvioù korseg e Korsika, anvioù katalanek e Norzh-Katalonia, ne chomo da azazaat (pe get) nemet lec’hanvioù kavet en oilva (domani ar yezh oil), hanter ar c’hwec’hkogn dre vras.
2 Mammennoù
Ar vammenn gentañ eo roll anvioù kumunioù hag an diazoù roadennoù embannet gant Ofis publik ar brezhoneg (KerOfis ha TermOfis). Kalz a batromoù a c’hell bezañ tennet diouto. Da skouer e kaver enni ar furmoù Kasteller ha Kastellan a zo mat evit treiñ Châtel(l)ier ha Châtillon a zo stank er gallegva. Memestra gant Montreuil ou Montoir(e) a ya da vezañ Mousterel (ha Moûtier a ya da vMouster ken aes ha tra).
Evit ar peurrest (komprenit an darn-vuiañ), ret eo bezañ barrek kenañ war al lec’hanvadurezh ha lenn kalz a oberennoù arbennig (sellit al levrlennadur a-is).
Darn lec’hanvioù ar gallegva a zeu eus ar galianeg latinaet kemmet o furmoù war-lerc’h ha posubl eo adkavout ar furm brezhoneg tost d’ar galianeg hag dezastum un emdroadur gwirheñvel-tre a-blom gant sonadoniezh ar brezhoneg.
Koulskoude ez eus un nebeud a anvioù ha ne vo ket diaes ober ganto : ur furm gallek simpl a zo ganto. Kas Villeneuve da vezañ Ar Gernevez pe Les Clos da vezañ Ar C’hlozioù a zo simpl awalc’h. Fort ha Rochefort a yelo da Roc’h p’emaint war un uhelenn kludet d’an aliesañ.
3 Reolennoù boas evit treuskrivañ al lec’hanvioù
Ar reolenn bennañ : doujañ dre vras d’ar reizhskrivadur peurunvan : Kerisbian —> Kerisbihan, Penhoat —> Penc’hoad, Pors Coz —> Ar Porzh kozh
  1. Miret e vez rannoù al lec’hanv asamblez d’an aliesañ, nemet ma vez kavet un anv-gwan d’an eil rann : Pengili, Kerwern, met (Coatsec’h)
  2. Staget e vez ar ger Ker gant  an hini ar war e lerc’h ma’z int dispartiet : Ker guen > Kerwenn, Kerargaouyat > Kerargaouiad, met Meilh ar C’hoad (a c’hell bezañ troidigezh Moulin du Bois)
  3. Miret e vez ar gerioù-mell brezhonek kozh i pe beurvuiañ anezho (Kéridreuff > Keridreu)
  4. Adlakaat ar ger-mell pa santer eo bet lammet : Coat > Ar C’hoad ha Jardin d’Ahaut > Al Liorzh Uhelañ
4 Ar penrannoù indez-europek pe geltiek hag o emdroadurioù
Darn al lec’hanvioù o deus miret anv un den enno, darn reoù all hini un dra douaroniel pe gounezel, darn hini un elfenn relijiel hag all. Chom a ra anvioù ne c’heller ket kavout o orinoù pe ar furm lec’hel, met eo posubl eilañ ar furm ofisiel pe brezhonekaat anezho.
Evel m’en deus bet displeget a-feson gant al lec’hanvadurourien, al lec’hanvioù a vez kavet e Bro-C’hall o deus penrannoù raokkeltiek, keltiek (galianeg) ha latin.
un nebeud skouerioù : Bazouges > Basilica (latin), Beuvron, Brévenne, Bièvre < Bebr (galianeg evit avank), Bre(u)il < Brogilo (galianeg), Chailly, Chalais, Seille, Cheillé < Kal (rakkeltieg ?), Chambord, Chambourg < Cambo-ritu (galianeg evit Kammroud(our), Namps, Nan, Nans < Nant (galianeg pe rakkeltieg evit traonienn), Auroux, Loroux, Orouer, Ozoir < Oratorium (latin), Teil, Theil < Tliium (latin evit tilh).
5  Al lostgerioù galianek pe latin
E Breizh koulz hag en oilva e vez kavet stank lec’hanvioù ul lostger evel -ac, -ai, -aie, -ay, -aye, -é, -ey, -i, -iac, -y ganto. Un darn a zever eus al lostger latin evit merkañ ar berc’henniezh. *Saiacus a veze e kerzh Saius, deuet da vezañ Cé (Ponts-de), tost da Añje.
Dre vras eo posubl azazaat an anvioù-tud gant al lostger brezhonek -(i)eg. Sellit ouzh Rovelieg (OPAB) evit Romillé ha Romilly ha Marzhinieg a c’hell bezañ lakaet evit Martignac, Martigné pe Martigny.
Un hent all a zo evit al lec’hanvioù a denn d’un anv personel kozh : ober gant Ker + anv : Juigné (a zeu eus Juvenius) a c’hell bezañ troet gant Keryaouank en ur heuliañ talvoudegezh an anv latin. Memestra gant La Simonetière —> Kersimonig.
Darn all al lostgerioù meneget a-us a zo evit traezhennoù a-stroll (lostgerioù kreskiñ oc’h anv skiantel) hag e oa –etum e latin. Kavet e vet stank evit ar plant hag goloioù an douaroù : Boulaie = Bezvoed, Teillay = Tilhieg, Pérouse, Pér(r)ier = Ar Vaeneg.
Daveoù evit lec’hanvadurezh e Bro-C’hall
Longnon (Auguste), Les noms de lieu de la France, Paris, 1920-1929
Dauzat (Albert ), Les noms de lieux : origine et évolution, Paris, 1928-1951
Dauzat, Albert, La toponymie française, Paris, 1939
Vincent (Auguste), Toponymie de la France, Bruxelles, 1937
Rostaing (Charles), Les noms de lieux, Paris, 1945-1969 (Que-sais-je ? 176)
Dauzat (Albert), Rostaing (Charles), Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Paris, 1963-1978
Nègre (Ernest), Toponymie générale de la France, Genève, 1990-1991, 3 vol.
Martin (Lenaig), Toponymie,  microtoponymie :  discours des gens en lien avec les noms de lieux, étude de la fluctuation de la frontière linguistique et du Pays d’à -bas…entre Basse et Haute Bretagne, DEA, Université de Rennes, 1997.
Lacroix (Jacques), les noms d’origine gauloise : La Gaule des combats, Paris, Errances, 2003
Gendron (Stéphane), L’origine des noms de lieux de France, Paris, 2003
Delamarre (Xavier), Dictionnaire de la langue gauloise, Paris, Errances, 2003
Favereau (Francis), Celticismes, Morlaix, Skol Vreizh, 2017

Ur gudenn hentoù da ziluziañ

Pa vez kaoz eus un hent e c’heller soñjal, pe d’ur wenodenn, pe un hent-karr, pe un hent evit mont d’un ti, pe ur straed bihan, terduet pe get. Pa seller war-zu an oabl noz e weler alies pe Hent Sant-Jakez, pe an Hent Gwenn, pa n’eo ket Bali Sant-Per pe ar Vali Wenn e vefe. Liessteriek eo ar gêr hent, koulz hag ar ger voie e galleg, ar ger way e saozneg hag ar ger weg e  alamaneg. Memestra gant chemin, path, camino, pfad, etc.
Pa seller spis ouzh ar c’hadastr e merzer ez eus daou seurt anvadurioù evit an hentoù terduet, ar re anvet « voie communale n° n … »  disanv pe merket « V. C. n° n dite de x »  hag reoù all anvet « chemin communal (dit de x) n° n » (ne vezont ket terduet bewech). Anvioù rumm berraet : V. C. ha C. R.
Ur reolenn anvadur evit brezhonekadur ar c’harrhentoù  war OpenStreetMap e c’heller sevel diouti  : ar re gentañ a dlefe bezañ anvet «  name = Route de x »  hag ar re diwezhañ a c’hell bezañ anvet «  name = Chemin de x » / name:br = Hent x ».  Posubl eo silañ anvioù nann-ofisiel dastumet war an dachenn (meneget gant « source:name = survey »).
Gwezhall e veze sklaer an diforc’h etre hentoù ordinal hep gwiskad du hag an hentoù gwisket ledan a skoe war-zu ar gerioù bras, an hentoù bras a veze graet anezho, an hent-bras en unander, met e maezioù Breizh eo bet terduet darn-vuiañ an hentoù evit ar c’hirri hiziv ken e tleer adsevel skeul kempoell anvadurioù rumm ar c’harrhentoù evit OpenStreetMap brezhonekaet :
  • Hentoù bihan hep gwiskad a c’hell bezañ anvet « Hent… » pe « Hent-karr …» pe « Hent tiekaat … » (an daou diwezhañ evit ar « chemins d’exploitation »). So. Notenn   highway = service/driveway, unclassified, track
  • Hentoù bihan (ar re-mañ gwisket d’an aliesañ hiziv) a ya d’ar c’hêriadennoù a c’hell bezañ anvet «  Hent … »   highway = unclassified
  • Hentoù a ya d’ar c’humunioù all pe d’ur c’harter war ar maezh (meur a gêriadenn) a c’hell bezañ anvet «  Hent-bras … »   highway = unclassified, tertiary 
  • Hentoù a ya eus ur gêr vras d’unan all a c’hell bezañ anvet « Hent-meur » (« hentoù-bras » e oant gwezhall)   highway = secondary, primary
  • D’al live uheloc’h e vez kavet an hentoù tizh (« Hent tizh ») hag ar gourhentoù (« Gourhent »)   highway = trunk, highway = motorway
N’eo ket difennet uhelaat statud ur « Chemin de x » bennak da hini un « Hent-bras x » ma kav d’ar c’hengartenner ez eus ezhomm hen ober evit un hent a ya eus ar vourc’h d’ur gêriadenn vras, da skouer (harz ebet, nemet bezañ kempoell, pa n’eus reolennoù ofisiel ebet evit brezhonekadur ar gartenn. So. https://www.openstreetmap.bzh/2017/06/27/brezhoneg-e-maez-al-lezenn-neus-harzh-ebet-evit-brezhonekan-ar-gartenn-openstreetmap/).

Notenn : Un diforc’h e tleer ober etre karrhent hag hent-karr en despet d’ar pezh a vez kavet e-barzh Geriadur An Here : an hini kentañ a dle bezañ implijet evit termenañ an hentoù ma c’hell ar c’hirri-tan a vremañ ruilhañ warno hag an eil a dle bezañ miret evit envel hentoù amberzet evit ar c’harbedoù gounezerezh. Kinnig a ran Ofis publik ar brezhoneg ma vo troet chemin d’exploitation gant hent tiekaat, ar pezh a seblant un dispart mat.

 Urzhaz anvadurioù rumm an hentoù hag al leurioù

Anvadurioù rumm an hentoù (Highway)

Route (à grande circulation)
Hent-meur
Boulevard
Boulouard
Route
Hent-bras
Avenue
Bali
Rue
Straed
Chemin
Hent
Traverse
Hent-treuz
Allée
Alez
Impasse
Hent-dall
Venelle
Bannell
Sentier, Sente
Gwenodenn
Place
Plasenn (Leurger a-wezhoù)
Rond-Point, Giratoire
Kroazhent-tro

Anvadurioù rumm an hentoù a zo dibaot (Highway)

Carn (> br. Karr-hent)
Karn
Rue Traversière (anvadur klok)
Straed Treuz
Les Hauts (de) x
Gorre x
Côte (de)
Krec’henn, Kra(v) e Bro-Dreger
Coteau(x)
Roz(ioù)
Estrévet (Merwent Kerne)
Estreved
Stréat (Bro-Leon)
Stread

Anvadurioù rumm al leurioù  (Amenity, Highway pe Landuse)

Esplanade
Reper
Square
Skwar
Cité
Kêrig
Résidence
Annez
Hameau
Kêriadenn
Lotissement
Lodennadur
Clos
Kloz
Parc
Park
Jardin(s)
Liorzh(où)
Plaine
Plaenenn
Takad
Zone
Christian Rogel – OpenStreetMap e brezhoneg
Gwirioù eilañ diwar lañvaz Creative Commons By-SA

Setu al levr a dlefe bezañ lennet gant pep a vrezhoneger a blij dezhañ kartennoù e brezhoneg nemetken, met, siwazh dezañ ne gavo Yann brezhOSMeger nemet lec’hanvioù Bro Leon, bro muiañ karet ar mestr yezhoniour o chom e Sant-Tonan.

Desket ar brezhoneg gantañ hag eñ krennard c’hoazh, desket ar c’hembraeg gantañ gant ar Gembreiz, eñ en doa bet chañs heuliañ kentelioù gwellañ kelennerien war ar yezhoniezh ha reoù all war ar yezhoù keltiek. N’eo ket bet kelenner skol-veur, met div dezenn yezhoniezh en deus savet. Setu perak e kred reiñ muioc’h a driñchin eget a bour da vistri anavezet Skol-Veur Vrest (B. Tanguy ha J. M. Ploneis) p’o deus kredet skrivañ diwar-benn lec’hanvioù Bro Leon hep mont war al lec’h ha goulenn digant tud o chom eno (ha digantañ, a-dra-sur).

Hervezañ ma ne c’heller ket chom hep studiañ ar furmoù skrivet kozh, ne c’heller ket chom hep mont war an dachenn  da toullañ kaoz gant brezhonegerien a-vihanik kennnebeut. Aesat tra m’eo deuet ur veg  leounat dirak ho penn !

Embannet en deus bet Mikael Madeg darn e gavadennoù tennet diwar e dastum divent (kantadoù a viliadoù lec’hanvioù) en ur ugentad levrioù e brezhoneg (ral a-walc’h e galleg), met ne c’helle ket gouzout e vefe ijinet ar gartennouriezh dre OpenStreetMap gant an aerlunerezh hag ar c’hadastr embarket. Ma ouife Yann dastumer pegen aesoc’h eo ober ganto !

Koulskoude, frouezus eo e gentelioù war ar c’hemmeskañ  a vez graet pe gant Yann etimologour dibenn-sizhun pe gant ar skolveuridi staget ouzh o burevioù.

Kentañ skouerenn : Kergelen(n), ul lec’hanv ofisiel, a vez intantet evel “Kêr” + g/”kelenn” (lec’h ma veze kavet kelenn enno) peurvuiañ. Met, bihanniver an anvioù-se a vez distaget gant ar vrezhonegerien lec’hel evel Kergwelenn (furm kozh Kerguvelen). Kinnig a ra M. Madeg Kerguëlen, met n’eus ket a drema e brezhoneg a-vremañ.

Eil skouerenn :gwern a ya da vezañ distaget evel “gwer” ken eo bet mesket gant « kêr”. N’eus ket da rebechiñ tra m’eo deuet da vezañ ar furm implijet gant ar vrezhonegerien a-vihanik, nemet m’eo disheñvel furm ar c’hadastr diouzh ar pezh a lavaront.

Trede skouerenn : kalz a dud a zo strapet gant ar skriturioù faos pe eilsteriek : Ti Lan (edo o chom Alan ennañ) pe Ti Lann (lann en dro dezhañ) ? Kam(m) Hir pe Kan Hir ? Kerezoc pe Ar Gerezog ? N’eus ket ar gaoz war ur gêr bennak, met war ar gwez-kerez a veze plantet eno.

Estreget mennozioù personel an oberour ha nerzh bras a zo ganto, kavet e vo meur a dra a-bouez, daou levrlennadur hag ur geriaoueg ouzhpenn.

Christian Rogel

Mikael Madeg, Les noms de lieux (sic) et de personnes (sic) du Léon, Embann Keredôl, 2010, 234 p. Geriaoueg p. p. 118-129. ISBN978-2-917520-08-6.

Ober e fungoroller

N’eo ket aes lakaat da genel doare brezhonek ar gartenn OSM, pa’z eo heñvel ouzh ober e fungoroller etre div bennaenn :

  • eiladiñ al lec’hanvioù evel m’emaint kavet goude o emdroioù diwezhañ, met un dibab a chom d’ober etre eiladur rik pe azazadur da reolennoù furmel ar brezhoneg
  • silañ un doare a c’hell bezañ deveret eus gwehaenad galianek (pe eus ur stad neveshañ), met ur vartezeadenn e vo memestra

Koulskoude e c’heller kavout un dra all d’ober : treiñ e brezhoneg, pe eus ar galleg, pe eus ar galoeg, pe eus ar galleg kozh liammet gant ar gounidigezh.

Tidek, emit-hu ?

N’en deus ket kinniget Ofis publik ar brezhonek treiñ « L’Avantage », met e kaver « Beler » evit « Bel-Air » war e lec’hienn. Lod a ginnig « Kerloez » evit « Carloise » ha «  Mezven » evit « Mayenne ». « Le Routoir » a c’hell mont da vezañ « An Aoglenn », hag al lec’hanv galoek « Le Houssa » (« La Houssaye ») a ya da g« Kelenneg » hep termal.

Tud a c’hellfe kavout, pe didek (diwar peseurt abeg ?), pe « impalaeriezhel » (dispakañ forzh merkerien vrezhonek war ar Bed evit c’hwezañ  an traou).

Harzh ebet termenet gant ul lezenn vennak

Aotreet ober ober evel-se peogwir eo ar brezhoneg e-maez al lezenn c’hall (dilezennet, evit gwir), ken n’eus ket tu leuniañ al alc’houez « name:br » gant lec’hanvioù ur furm brezhonek warno pe gant an hentanvioù brezhonek ofisiel e kumunioù zo nemetken.

E Genver 2012, anvioù ar 1 500 kumun vreizhat a oe silet e-barzh diaz OSM ha anvioù kumuniezhoù kumunioù war o lerc’h, anvioù kêrioù ha broioù, anavezet a gozh peurvuiañ, a zo bet lakaet ivez, koulz anvioù ar Stadoù hag ar broadoù distad.

En em harpañ war an teknologiezh

Divent eo embregadenn silañ anvioù brezhonek pa seller ouzo niver gwan ar vrezhonegerien, met skoazellet e vo gant daou dra a-bouez :

  • An urzhiaterezh hag an eostiñ e-biou diazoù rodennoù frank, re an Ofis da gentañ, ken e vo posubl silañ kalz a anvioù er mod emgefreek, o vezañ m’eo lod anezho heñvel a-walc’h e meur a lec’h (« Rue des Ajoncs »)
  • Rummad nevez ar vrezhonegerien, kennasket evel m’emañ, a vo plijet gant kartennoù brezhonek tous

Skiant ar gerdarzh evel an aspled pennañ

Daou aspled : derc’hel kont eus kinnigoù ha studiadennoù Ofis publik ar brezhoneg ha tikedenniiñ gant « source:name:br ». Ur c’hefrIdi ofisiel evit sevel lec’hanvioù reoladet a zo bet fiziet d’an Ofis gant Rannvro Vreizh.

Posubl eo tennañ frouezh eus labourioù niverus graet gant kalz a gerdarzhourien en eur chom aketus-kenañ.

Ur gartenn vrezhonek ma vije 100% furmoù brezhonek warni ne c’hell bezañ tizhet, a-dra-sur, met  e Breizh eo posubl leuniañ 80% anezho, pa n’eus ket ret kaout unan evit pep « name:br » memestra.

Christian Rogel