1 Petra a zo da vezañ brezhonekaet ?

Erbedet eo kregiñ gant lec’hanvioù a vez kavet e Breizh, met n’eo ket difennet mont pelloc’h, un nebeud anzho a zo hengounel o furmoù (da sk. : Turgn evit Tours e Bro-Douren, Bourdel evit Bordeaux, Chartrez evit Chartres, Evrog evit York pe er yezh lec’hel, azazaet ar skritur ma vez ret).
A-wezhoù e vez simpl a-walc’h kas ar furm ofisiel d’ar furm reizh (Carfantin e Bro-Zol —> Kerfeunteun), met gwezh an amzer, pe n’eo ket posubl divinout, pe eo koachet an diskoulm en ul levr diaes da gaout.
Ur reolenn hollek a zo : mont da glask an doare lec’hel ha n’eo ket an doare ofisiel bep tu. Hervez hengoun al lennegezh vrezhonek, ret eo skrivañ name:br = Strasburg ha n’eo ket Strasbourg (doare ofisiel), na Strässburg (doare alemaneg uhel) na Ströburi (doare elzasek), hag e vo lakaet name:br = Rijsel (izelvroeg) evit Lille, an daou o talvezout evit L’Île = An Enezenn).
P’eo ret  lakaat an anvioù alamaneg en Elzaz-Loren, an anvioù okitanek en okitanva, anvioù euskareg en euskaregva, anvioù arpitanek en arpitanegva, anvioù korseg e Korsika, anvioù katalanek e Norzh-Katalonia, ne chomo da azazaat (pe get) nemet lec’hanvioù kavet en oilva (domani ar yezh oil), hanter ar c’hwec’hkogn dre vras.
2 Mammennoù
Ar vammenn gentañ eo roll anvioù kumunioù hag an diazoù roadennoù embannet gant Ofis publik ar brezhoneg (KerOfis ha TermOfis). Kalz a batromoù a c’hell bezañ tennet diouto. Da skouer e kaver enni ar furmoù Kasteller ha Kastellan a zo mat evit treiñ Châtel(l)ier ha Châtillon a zo stank er gallegva. Memestra gant Montreuil ou Montoir(e) a ya da vezañ Mousterel (ha Moûtier a ya da vMouster ken aes ha tra).
Evit ar peurrest (komprenit an darn-vuiañ), ret eo bezañ barrek kenañ war al lec’hanvadurezh ha lenn kalz a oberennoù arbennig (sellit al levrlennadur a-is).
Darn lec’hanvioù ar gallegva a zeu eus ar galianeg latinaet kemmet o furmoù war-lerc’h ha posubl eo adkavout ar furm brezhoneg tost d’ar galianeg hag dezastum un emdroadur gwirheñvel-tre a-blom gant sonadoniezh ar brezhoneg.
Koulskoude ez eus un nebeud a anvioù ha ne vo ket diaes ober ganto : ur furm gallek simpl a zo ganto. Kas Villeneuve da vezañ Ar Gernevez pe Les Clos da vezañ Ar C’hlozioù a zo simpl awalc’h. Fort ha Rochefort a yelo da Roc’h p’emaint war un uhelenn kludet d’an aliesañ.
3 Reolennoù boas evit treuskrivañ al lec’hanvioù
Ar reolenn bennañ : doujañ dre vras d’ar reizhskrivadur peurunvan : Kerisbian —> Kerisbihan, Penhoat —> Penc’hoad, Pors Coz —> Ar Porzh kozh
  1. Miret e vez rannoù al lec’hanv asamblez d’an aliesañ, nemet ma vez kavet un anv-gwan d’an eil rann : Pengili, Kerwern, met (Coatsec’h)
  2. Staget e vez ar ger Ker gant  an hini ar war e lerc’h ma’z int dispartiet : Ker guen > Kerwenn, Kerargaouyat > Kerargaouiad, met Meilh ar C’hoad (a c’hell bezañ troidigezh Moulin du Bois)
  3. Miret e vez ar gerioù-mell brezhonek kozh i pe beurvuiañ anezho (Kéridreuff > Keridreu)
  4. Adlakaat ar ger-mell pa santer eo bet lammet : Coat > Ar C’hoad ha Jardin d’Ahaut > Al Liorzh Uhelañ
4 Ar penrannoù indez-europek pe geltiek hag o emdroadurioù
Darn al lec’hanvioù o deus miret anv un den enno, darn reoù all hini un dra douaroniel pe gounezel, darn hini un elfenn relijiel hag all. Chom a ra anvioù ne c’heller ket kavout o orinoù pe ar furm lec’hel, met eo posubl eilañ ar furm ofisiel pe brezhonekaat anezho.
Evel m’en deus bet displeget a-feson gant al lec’hanvadurourien, al lec’hanvioù a vez kavet e Bro-C’hall o deus penrannoù raokkeltiek, keltiek (galianeg) ha latin.
un nebeud skouerioù : Bazouges > Basilica (latin), Beuvron, Brévenne, Bièvre < Bebr (galianeg evit avank), Bre(u)il < Brogilo (galianeg), Chailly, Chalais, Seille, Cheillé < Kal (rakkeltieg ?), Chambord, Chambourg < Cambo-ritu (galianeg evit Kammroud(our), Namps, Nan, Nans < Nant (galianeg pe rakkeltieg evit traonienn), Auroux, Loroux, Orouer, Ozoir < Oratorium (latin), Teil, Theil < Tliium (latin evit tilh).
5  Al lostgerioù galianek pe latin
E Breizh koulz hag en oilva e vez kavet stank lec’hanvioù ul lostger evel -ac, -ai, -aie, -ay, -aye, -é, -ey, -i, -iac, -y ganto. Un darn a zever eus al lostger latin evit merkañ ar berc’henniezh. *Saiacus a veze e kerzh Saius, deuet da vezañ Cé (Ponts-de), tost da Añje.
Dre vras eo posubl azazaat an anvioù-tud gant al lostger brezhonek -(i)eg. Sellit ouzh Rovelieg (OPAB) evit Romillé ha Romilly ha Marzhinieg a c’hell bezañ lakaet evit Martignac, Martigné pe Martigny.
Un hent all a zo evit al lec’hanvioù a denn d’un anv personel kozh : ober gant Ker + anv : Juigné (a zeu eus Juvenius) a c’hell bezañ troet gant Keryaouank en ur heuliañ talvoudegezh an anv latin. Memestra gant La Simonetière —> Kersimonig.
Darn all al lostgerioù meneget a-us a zo evit traezhennoù a-stroll (lostgerioù kreskiñ oc’h anv skiantel) hag e oa –etum e latin. Kavet e vet stank evit ar plant hag goloioù an douaroù : Boulaie = Bezvoed, Teillay = Tilhieg, Pérouse, Pér(r)ier = Ar Vaeneg.
Daveoù evit lec’hanvadurezh e Bro-C’hall
Longnon (Auguste), Les noms de lieu de la France, Paris, 1920-1929
Dauzat (Albert ), Les noms de lieux : origine et évolution, Paris, 1928-1951
Dauzat, Albert, La toponymie française, Paris, 1939
Vincent (Auguste), Toponymie de la France, Bruxelles, 1937
Rostaing (Charles), Les noms de lieux, Paris, 1945-1969 (Que-sais-je ? 176)
Dauzat (Albert), Rostaing (Charles), Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Paris, 1963-1978
Nègre (Ernest), Toponymie générale de la France, Genève, 1990-1991, 3 vol.
Martin (Lenaig), Toponymie,  microtoponymie :  discours des gens en lien avec les noms de lieux, étude de la fluctuation de la frontière linguistique et du Pays d’à -bas…entre Basse et Haute Bretagne, DEA, Université de Rennes, 1997.
Lacroix (Jacques), les noms d’origine gauloise : La Gaule des combats, Paris, Errances, 2003
Gendron (Stéphane), L’origine des noms de lieux de France, Paris, 2003
Delamarre (Xavier), Dictionnaire de la langue gauloise, Paris, Errances, 2003
Favereau (Francis), Celticismes, Morlaix, Skol Vreizh, 2017

Ul levrig evit treuzkas gouiziegezh al lec’hanvioù a gaver e Breizh, « un teñzor da zerc’hel bev » (da vezañ pellgarget amañ), ar re welus, ar re diwelus, ar re guzh pe ankounac’het eo an hini-mañ. Roud ar vezañs denel ma ‘z int ez eont en arvar « koulz abalamour d’ar c’hêriekadur o da lakaat straedoù, balioù,… e plas kêriadennoù hag abalamour ma vez amsavet ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant ar galleg. An dilennidi a gemer an divizoù-se a gas ul lodenn eus glad ar vro da get. »

Evel kevredad ar c’hevredigezhioù a ziwall an hevelebiezh vrezhon e talc’h Kevre Breizh ma vo miret stummoù dereat al lec’hanvadurezh er yezhoù orin hervez erbedennoù meur a aozadur etrebroadel. Broudañ an hiniennoù koulz hag ar c’humunioù evit anavezout gwelloc’h ar pezh a c’hell degas al lec’hanvadurezh pa vez prederiet warni, ar blijadur zoken eo o fal. Diwar skouer labourioù JY Plourin, P. Holllocou ha B. Tanguy e tiskouezont n’eo ken aes mont e-biou ar skiant-se, pa ne c’hell ket bezañ komprenet ster don meur a lec’hanv ofisiel, kuit bezañ « diveziet » diwar skridoù kozh.

Ur skouerenn gentelius: ne zeu ket anv Kerjean eus un Yann bennak atav, rak e Pont-Skorf, Kerizien a zo bet an anv kozh (Kêr + Ritgen).

Eus istor berr lec’hanvioù Breizh kontet aze e weler pouez ar velestradurezh ha ne komprene ket petra a dalveze lec’hanv pe lec’hanv ha ne wele ket peseurt gwall e teufe gant eskemm ur ger orin gant un all, disheñvel pe distummet. Hiziv m’emañ ar giz tennañ anvioù-straed diwar rolloù anvioù-plant pe anvioù-loen e weler kantadoù a « rue des Anémones » pe « rue des Hirondelles » ha kalz a lec’hanvioù implijet gant an dud a vez skarzhet eus ar c’hadastr muioc’h-muiañ.

Arguzennoù sevenadurel, armerzhel  ha politikel a vez displeget gant Kevre Breizh hag hetiñ a reont ma ya an dud voutin da gomz gant an dilennidi evit o kendrec’hiñ chom hep ober o fennoù skañv ha dizesk pa tivizont reiñ anvioù d’ar straedoù. Youl an dud a savfe evit mirout un endro lec’hanvadurel a yafe asamblez gant barnadenn lezvarn melestradurel Marsilha pa lavare « e rank an anvadur roet d’un hent pe d’ur savadur foran bezañ a-du gant al laz foran lec’hel. » (CAA Marseille – Ville de Nice – 12-11-2007).

A-bouez kenañ eo gouzout ez eus ur gevredigezh savet evit ober war-dro lec’hanvadurezh a-dreuz Breizh-Uhel, Chubri e anv (Pg : 02 99 84 08 87 – postel : chubri@chubri.org). Lakaet en deus Chubri un diaz roadennoù enlinenn, ChubEndret , met, diouzh ma gouzomp, ne n’eus ket eus ur c’hod ISO639 evit ar gallaoueg c’hoazh, setu perak n’eus ket tu silañ anvioù gallaouek e-barzh OSM.

E diwezh al levrig eo meneget obererezh Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), hag eñ kuzulier meur ar gumun (re nebeut anezho, siwazh) hag eo kinniget ul levrrolladur a-feson (10 titl).

OpenStreetMap e brezhoneg a gav kentelius ha plijus al levrig-mañ hag a erbed ma vo lennet gant ar gengartennerien a glask leuniañ gwerzhioù ar name:br ha ken gwir eo ne c’heller ket hen ober war-eeun evit n’eus forzh peseurt lec’hanv, un darn vihan anezho, ne lavaran ket.

Koulskoude, ma ne c’hellomp ket tremen hep al lec’hanvadurezh vrezhonek ha gallaouek e tegemeromp ar pezh a gavomp er skridoù ofisiel evit adkavout pe ginnig ar gwellañ restaoladur diouti.

Christian Rogel