Ar raktres

PERAK AR STROLLAD OPENSTREETMAP E BREZHONEG ?

OpenStreetMap.bzh a glask diorren implij ar brezhoneg er c’hartennoù war-bouez binvioù modern hag en aezamant d’an holl : poellgomzerioù hag ivez kartennoù war baper. Roet e oa bet lañs d’ar raktres e penn kentañ 2016 gant ur skipailh kenlabouerien embregadenn OpenStreetMap, asambles gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Evit tud a bep seurt ez eo graet : skolidi, strollegezhioù, embregerezhioù, touristed, kevredigezhioù, ha kement zo.

Anv zo da lakaat lec’hanvioù ha poentoù heverk (points of interest) e brezhoneg e-barzh diaz roadennoù OpenStreetMap, d’ober war o zro ha da dennañ splet anezho. Evit se e ranker reizhañ ar binvioù a zo anezho dija pe krouiñ binvioù difer. Ur « benveg » a c’hall bezañ dielloù, un argerzhadur, peotramant ur meziant (kaset asamblez gant ar c’hod tarzh a ya gantañ, evel-just, peogwir ez eo ur raktres dieub).

En deiz hiziv (miz Mae 2018), e c’haller ober gant ar binvioù-mañ :

  • ur gartenn dinamek e brezhoneg hag a implij al lec’hanvioù hag al lec’hioù dudius a gaver e-barzh diaz roadennoù OpenStreetMap : https://kartenn.openstreetmap.bzh/. Evit c’hoazh n’eo nemet ur gartenn diazez ha ne ginnig ket arc’hweladurioù araokaet (da sk. : klask hentoù).
  • savet eo ar gartenn-se diwar ur servij teol OSM (er stumm bêta) hag e vez  lakaet en e reizh bemnoz : https://tile.openstreetmap.bzh/
  • un API hag a ra gant ar roadennoù a gaver en diaz KerOfis gant Ofis Publik ar Brezhoneg : https://github.com/osm-bzh/api-kerofis/

Krouet ez eus bet reolennoù ebarzhiñ war wiki ar gumuniezh OpenStreetMap, ha ret eo da bep kenlabourer OSM e brezhoneg anavezout anezho. Rak diazezet eo an ebarzhiñ en OSM war « tagoù » hag a ranker deskiñ penaos ober ganto. Evit degas ar brezhoneg e implijer an 2 “dag” name:br ha source:name:br. Gouzout hiroc’h a c’hallit war http://wiki.openstreetmap.org/wiki/FR:Key:name:br.

Evit aesaat an ebarzhiñ diouzh ar gwellañ ez eus bet savet un daolenn galleg-brezhoneg gant al lec’hanvioù hag al lec’hioù dudius pennañ. Gallout a reer gwelet anezhi war ar bajenn-mañ. Met war grenn dermen e fell deomp diorren ur benveg savet a-ratozh evit un « droidigezh » aes hag efedus eus ar roadennoù a zo e-barzh diaz roadennoù OSM dija, evit reiñ talvoudegezh d’ar yezhoù bihanniver. Emeur o skrivañ kaier ar c’hargoù evit an arc’hweladurioù.