Degemer

  

UR GARTENN EVIT AR VREZHONEGERIEN !

Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap.bzh. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk (POI) e brezhoneg eo ar pal.

Kavout a rit izeloc’h kartenn OSM anvioù brezhonek warni nemetken e Breizh da gentañ ha pelloc’h diouti ma c’heller ober. Un deouezadur spesadel, OSM-bzh, a zo bet fardet hag a vo azazaet diouzh an ezhommoù. Ur gartenn war ober eo.

A-feur ma vo diorroet ar raktres e vo kinniget diazoù roadennoù lec’hanvadurel hag un dafar arbennik ivez.

Diwar erbedadennoù Ofis publik ar brezhoneg ha kavadennoù ar c’herdarzhourien (etimologourien) e vez savet troidigezhioù hag azazadurioù evit al lec’hanvioù.

Dedennet gant ar brezhoneg hag ar c’hartenniñ ? Deuit d’hon harpañ !

 


Klik evit mont d'ar gartenn