Er mediaoù

Pennad gant Yann Rivallain e-barzh ar Journal de la Bretagne, ur sizhuniek, n° 8, 5-11 Mezheven 2019, dwb gallekadur dievezhiek ar c’homlec’hioù diwar atiz ar Post a ginnig d’an tiez-kêr ma vo roet un anv hollc’hallek d’an hentoù e-lec’h ma veze implijet anvioù brezhonek ar c’heriadennoù.

 

 

Pennad gant Gwenn Meynier (androuizig.org) e-barzh Ya ! n°690, Here 2018  dwb ar poellgomzer ekologel Fairphone hag ar brezhoneg war an arloadoù evit poellgomzerioù. Meneget OpenStreetMap e brezhoneg  gantañ (4vet bann).

Pennad kelaouenn kentañ diwar-benn OpenStreetMap e brezhoneg : Bretons, n° 140, Meurzh 2018

Evezhiadenn : treuzkomprenet e oa bet an doare ma vez kaset gantañ traou nevez e-barzh ar gartenn OSM pa n’eus ket 500 den en ur skipailh frammet, met hiniennoù o deus ouzhpennet anvioù brezhonek a vloaz da vloaz hep darempredoù etrezo.