HA PREST DA VONT DA BERZHIAD E AVANTUR AR GARTENN VREZHONEK ?
Gant OpenStreetMap, ar c’hengartenn enlinenn, eo posubl da nep a zo dedennet ganti degas traou resisoc’h da gartenn ar bed (ho straed a zo e-barzh). Ma ‘zeus un urzhiataer pe ur poellgomzer (smartphone) ganeoc’h, evel just.
Pep lec’hanv a c’hell bezañ ebarzhet er yezh lec’hel hag e yezhoù all ivezh. Sevel un doare brezhonek evit gwelout ar bed, aze emañ an dalc’h evit ar gengartennourien vrezhoneger.
Beteg henn e vez silet anvioù brezhonek e-barzh diaz roadennoù OSM gant an ostilhoù implijet gant an holl berzhidi ( (iD, Potlacht, JOSM…). Gouzout hiroc’h war ar wiki.
Amañ e vo kavet sikouroù ha kuzulioù evit treiñ pe azazaat al lec’hanvioù, pe gant rolloù arbennig pe gant ostilhoù urzhiataerel (diazoù-stlenn, etrefas arbennig…).
- Ezhomm ho peus eus bezañ en ho aez evit kartenniñ e brezhoneg ? Kit da bleustriñ war hor geriaoueg ar c’hengartenner brezhoneger
- Mat e vefe deoc’h ouzhpennañ lec’hanvioù brezhonek gant un ostilh simpl, iD e anv ?
- Penaos ober evit lakaat ar furmoù reizh ? Taolit ur sell war Hentennouriezh ha mammennoù evit brezhonekadur ar gartenn