Keleier

KELEIER DIWAR-BENN BREZHONEKADUR HA KRAFLEC’HIAÑ AR C’HARTENNOÙ

An deiziad meneget a vez hini pep deiz m’eo bet lakaet ar c’heleier da vezañ embannet

2020, 1añ a viz Mae

A-drugarez da DiaouligRuz en deus graet ul lamm bras gant niver menegoù brezhonek e-barzh kartenn OSM ken e vo tremenet 100 000 a-benn nebeud. Eil yezh kartennaouet war OSM eo ar brezhoneg war diriad Bro-C’hall.

2020, 27 a viz Ebrel

D’an 20 a viz Ebrel e oa bet lakaet enlinenn ur sistem evit hewelaat lec’hanvioù e  alemaneg, da gentañ evit reiñ tu d’an Elsasiz gwelout ho yezh war ur gartenn OSM. Diwar ar c’has TMG https://tile.openstreetmap.bzh/gsw/{z}/{x}/{y}.png e c’heller silañ anezho el arloadoù web. Strossburi a vez graet eus Strasbourg e elsaseg ha Strosburi a vez dispaket war ar gartenn vrezhonek hiziv.

Komzet e vez alemaneg (ha n’eo ket alamaneg pe hochdeustch) e Merwent Bro-Alaman ha Norzh Bro-Swis ivez. Name:gsw a zo an alc’houez ma dleer ober ganti hervez ar reolad ISO639.

2020, 3 a viz C’hwevrer

D’an 29 a viz Du eo bet sinaet un emglev etre Rannvro Okitania Pireneoù Mor kreizdouarel hag an Ensavadur douaroniel broadel/EDB (d. l.e.an Institut géographique national/IGN) evit ma vo reizhet al lec’hanvioù okitanek o deus un furm direizh pe re c’hallek. Da weled war gartennoù an EDB da zont. Kuzuliet e vo an EDB gant Lo Congrès permanent de la Lenga occitana hag an Institut d’estudis occitans. Spi ez eus ma vo levezonet ar c’humunioù pa klaskont adreizhañ an anvioù lec’hel.

2019, 31 a viz Kerzu

Kontet eo bet muioc’h eget 66 000 name:br gant Taginfo bedel e diwezh ar bloazh 2019. 6 000 a zo bet ebarzhet abaoe Kala Eost ken e c’hellomp jediñ ur geidenn a 40 ebarzhadur bemdez ha 280 pep sizhun.

Bec’h dezhi ha bloavezh mat d’an holl gengartennerien !

2019, 3 a viz Kerzu

Echu al labour evit di-C’hooglaat ar Redadeg : war ar gartenn e brezhoneg e vez dispaket he hentad 2020 . Warlene e oa bet implijet ar gartenn-mañ dija, met resisoc’h hag emsavoc’h eo hiziv a-drugarez da labour Maël. Ouzhpenn-se e c’hell tud a-youl vat ober gant ur gartenn vrezhonek arbennik.

2019, 6 a viz Du

Ur sac’had keleier en un taol :

  1. Berzh en do graet manifestadeg evit saveteiñ al lec’hanvioù brezhonek e Terrug war draezhenn dTraezhbeleg d’an 17 a viz Gwengolo. Degadoù a dud a oa deuet evit debriñ dindan an amzer. Gant an darvoud-mañ e seblant m’eo bet broudet Aotrou maer Terrug da brederiañ war ar panelloù divyezhek en dazont
  2. D’an 17vet a viz Gwengolo eo bet aozet ur gKuzuliadeg diriadel war dazont ar brezhoneg gant Rannvro Breizh e Kemperle. Ur ratozhiad ispisial a oa bet degemeret evit ” (erbediñ) ma vo miret, diwallet ha kaset war-raok ar glad lec’hanvradurel ha ma vo implijet ar brezhoneg hag an elfennoù istorel kavet war al lec’h pa glasker ober dibaboù evit an anvioù lec’hel“.
  3. D’an sadorn 16 a viz Du e vo aozet ur stummadur e brezhoneg evit mestroniañ OpenStreetMap e Brasparzh, etre 2 eur ha 5 eur e sal Frédéric Le Guyader. Aozadur : kevredigezh Orlibare. Enskrivadurioù : orlibare@laposte.net

2019, 10 a viz Gwengolo

Ur vanifestadeg a vo graet e Terrug, d’ar 14 a viz Gwengolo, evit saveteiñ an anvioù lec’h brezhonek. Gouzout muioc’h.

2019, 9 a viz Eost

D’ar c’hentañ a viz Eost eo bet diskouezet ez eus muioc’h eget 50 000 meneg name:br (alc’houez+talvoudegezh) pa seller ouzh an ostilh-kontañ taginfo.org. Daoust d’an okitanegourien da vezañ silet kalz a lec’hanvioù en o yezh, ni a chom pell en a-raok.

2019, 19 a viz Mezheven

E Terrug a sav un rendael etre ar maer hag annezeien zo (s. o. 5 Mezheven) diwar-benn anvioù an hentoù, pa n’eus ket bet tennet kont eus al lec’hanvioù brezhonek, erlec’hiet gant anvioù gallek diblas ha boutin-tre. Un emvod foran gant div dousennad tud a zo bet dalc’het.

2019, 14 ha 15 a viz Mezheven

Er SotM FR 2019, e Montpelhier, ez eus bet amzer evit eskemm un nebeud mennozhioù etre ni (OSM e brezhoneg) hag penn an Okitanigeien dedennet gant kartennoù yezhoù minoralaet. Mat e vije sevel ur porched Web evit diskouez oberioù ar c’humuniezhoù yezhel. Savet ez eus bet div bajenn war ar wiki OSM evit dastum an titouroù hag an ostilhoù.

2019, 9 ha 10 a viz Mezheven

Ur stand “OpenStreetMap e brezhoneg” a oa e kreiz Pol niverel Gouel broadel ar brezhoneg e Langoned. D’ar Sul ez eus bet an atalierig e brezhoneg.

2019, 5 a viz Mezheven

E-doug un hir a bennad, ar sizhuniek, Le Journal de la Bretagne (nn 8, 5-11 Mezheven) a displeg penaos ez bet savet cheu etre ar gevredigezn An Eost, hag kumun Terrug diwar-benn anvadurioù roet d’an hentoù (straedoù hag hentoù bras) diwar atiz ar Post. Marteze, ne vo ket mui kavet roud eus al lec’hanvioù brezhonek pa ne vez ket roet evezh outo.

2019, 8 a viz Mae

Kemer a raio perzh OpenStreetMap e brezhoneg da Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned d’an 9 ha 10 a viz Mezheven 2019.
Displeget vo bet en hon yezh penaos kartenniñ gant OpenStreetMap ha penaos silañ anvioù brezhonek e-barzh ar gartenn bedel. 2 atalier ispisal a vo dalc’het e endervezh ar sadorn hag ar sul.

Ar skeudennadurioù brezhonek, okitanek hag euskarek a ya gant doare Openstreetmap Fr a zo displeget evel ur gwiskad a c’hell bezañ implijet dindan  JOSM, an embanner OSM brudet.

2019, 5 a viz C’hwevrer

Michel Feltin-Palas a skriv pennadoù diwar-benn ar yezhoù minorelaet en gelaouenn sizhuniek L’Express. Meneget en deus ar skeudennadurioù br, oc ha eu en e lizher-kelaouiñ « Sur le bout des langues » (sell. ouzh ar c’heloù 23-01).

2019, 23 a viz Genver

Ur gemmenadenn dezhi an titl « Sous le cadastre, les vrais noms de lieu dans les langues de France révélés dans OpenStreetMap » a zo bet kaset gant OSM e brezhoneg d’ur c’hentad a dud pe aozadurien dedennet gant ar brezhoneg hag ar yezhoù evit lakaat anezho da c’houzout e vez dispaket skeudennadurioù kartenn evit lech’anvioù brezhonek, lec’hanvioù okitanek ha lec’hanvioù euskarek.

Sell. ouzh : http://tile.openstreetmap.fr (bountañ war br – breton, oc – occitan, eu – basque)

2018, 13 a viz Kerzu

Ur gemennadenn a zo bet kaset d’ar roll-kelaouiñ galleg (OSM talk-fr) evit lakaat da gouzout e oa bet savet ar c’hasoù TMS evit embann war ar Wiadenn al lec’hanvioù brezhonek, okitanek hag euskarek (Iparralde) :

breton (br) : https://tile.openstreetmap.bzh/br/{z}/{x}/{y}.png occitan (oc) : https://tile.openstreetmap.bzh/oc/{z}/{x}/{y}.png basque (eu) : https://tile.openstreetmap.bzh/eu/{z}/{x}/{y}.png
Teir devezh goude en deus divizet Christian Quest o ouzhpennañ d’ar «skeudennadur gall» (pe deouezadur) meret gant OpenStreetMap France.

2018, 6 a viz Du

Posubl eo gwelout war ur merdeer-heñcher dre loarelloù, OsmAnd Maps e anv (Android hag iOS), an anvioù douaroniel brezhonek a gaver war gartenn Vreizh hiziv. Kit da sellout ouzh pajenn hor blog nevez embannet. Memestra evit ar c’hatalaneg hag an euskareg.

2018, 21 a viz Here

Krouet eo bet ul livadenn-kontrol staget ouzh ar gartenn OSM e brezhoneg ha posubl eo sellout outi en ur glikañ war an nozelenn glaswenn ha du (dibabit BR control). Diouzh-se e weler an anvioù tikedennet name:br pa en em tiskouezont e gwer (poentoù hag hentoù) hag ar rest e ruz, m’en deus bet an elfenn un name lakaet asamblez.

2018, 19 a viz Here

Dalc’het e vo un emvod-labour gant skipailh OpenStreetMap e brezhoneg hag hini Ofis publik ar brezhoneg  d’an 19 a viz here da 10 eur, e burev an Ofis e Karaez. M’ho peus dedennet kemer perzh, kemennit deomp.

2018, 10 a viz Mae

Kinniget e vo war an ton bras ar raktres OpenStreetMap e brezhoneg e-doug ar c’hendalc’h OpenStreetMap France, anvet The State of the Map France 2018 (SotM FR), a vo dalc’het e Skol-Veur Montaigne e Pessac  (e-kichen Bordeaux) e-pad 3 devezh (1-3 a viz Mezheven).

Padañ a raio ar c’hinnigadur un eurvez a drugarez da vMael Reboux ha Christian Rogel hag a vo dispaket d’ar sadorn (02-06). Mont d’ar c’hendalc’h ne goust nemet 10 euro evit ar Gwener 2 hag eo digoust d’ar sadorn.


2018, 6 a viz Mae

Loc’het eo bet kentañ rederien ar Redadeg a bep eil 2018 e Kemper d’an 4 a viz Mae hag e echo an droiad a 1800 km tro dro da Vreizh e Plougerne d’an 12 a viz Mae. E Kemper e oa bet dispaket 3 dresadenn graet gant bugale evit skeudennañ sterioù pevar lec’hanv brezhonek.

Tresadennoù dispaket evit ar Redadeg 2018 / Dessins d’enfants pour la Redadeg 2018

2018, 4 a viz Mae

Pa ‘z eo bet divizet gant Ofis publik ar brezhoneg da lakaat frank a wirioù e roadennoù lec’hanvadurel (Du 2016), e embann anezho dindan mentrezh ar restroù CSV gant al lañvaz (aotre eilañ) Open Database License (ODbL). Sellit ouzh ar bajenn war e lec’hienn http://www.brezhoneg.bzh/211-roadennou-frank-a-wiriou.htm

2018, 21 a viz Meurzh

E Gwengamp e vimp d’ar sadorn 24/03 evit un nevez nozvezh staliañ e-serr An Drouizig hag pedet gant Ti ar Vro Gwengamp. Emgav e 18e30, 10 Plasenn Verdun, Gwengamp. Mont a raimp ivez da derc’hel ar stand OSM a vo staliet evit “Libre en fête en Trégor”, e Lannuon, sal an Ursulined, d’ar Sul 25/03.

2018, 18 a viz Meurzh

Lakaet eo bet pajenn ar gartenn vrezhonek war un istañs suraet gant ar rakger https.

2018, 4 a viz Meurzh

Kemer a raio perzh OpenStreetMap e brezhoneg d’an ABADENN STALIAÑ aozet gant Brezhoneg e Gwened hag An Drouizig evit kinnig meziantoù hag ostilhoù brezhonek, ,  en Tavarn “WARPZONE”, e Gwened, 10 Straed al Lezenn, d’an 10 a viz Meurz, adalek 14 e,  e-kerzh Miz ar brezhoneg

Kaset eo bet enlinenn handelv 2.0 evit stil ar gartenn OSM e brezhoneg a ro un deouezadur dibarek dezhi e-doug nozvezh an 3de a viz Meurz. Servij an teolioù a chom dindan e handelv beta.

2018, 20 a viz C’hwevrer

Kemer a raio OpenStreetMap e brezhoneg d’ar NOZVEZH STALIAÑ aozet gant Skol an Emsav hag An Drouizig, e Roazhon, 25 straed Pierre Martin, d’an 23 a viz C’hwevrer, adalek 19 e, e-doug an “Tavarn vrezhonek” evit kinnig meziantoù hag ostilhoù brezhonek. Pgz : 02 99 38 75 83

2018, 4 a viz C’hwevrer

D’an 22vet a viz Genver eo bet kaset enlinenn ar gartenn gembraek war OSM gant kevrenn Kerdiz an Open Data Institute. Kavet e vez en ur vont d’ar chomlec’h https://www.openstreetmap.cymru. Anv eus an an embregadenn-mañ a zo bet e nn 392 al lizher ditouriñ weeklyOSM (hebdoOSM e galleg). Meneget eo bet ar gartenn vrezhonek hag ar gartenn iwerzhonek ivez.

2018, 18 a viz Genver

Pourvezet e vez an teolioù gant ur servijer meret gant ar gevredigezh OpenStreetMap France hag hizivaet e vez OSM e brezhoneg bemnoz.

2018, 7 a viz Genver

Evel boas eo bet hizivaet ar gartenn vrezhonek e derou mizioù Kerzu ha Genver. A-benn nebeud ez aio-hi d’ur stumm stabil war ur servijer nevez. Klasket eo bet kodoù ar yezhoù minorelaet e tiriadoù Republik Frañs. 18 anezho a c’hell bezañ implijet ha 10 a c’hellfe bezañ.

2017, 19 a viz Du

Hervez enrolladennoù Tag Info Fr eo bet kaset 25 000 lec’hanv brezhonek en holl. Muioc’h eget 8 500 poent a zo da welout war gartenn Vreizh.

2017, 18 a viz Du

Ur stand dindan anv OpenStreetMap e brezhoneg a zo bet aozet ha dalc’het gant Mael da geñver ar fest-noz meur Yaouank e Tachenn an Diskouezadegoù Roazhon-Sant–Jakez.2017, 25 a viz Here

D’an 20 a viz Here 2017 e oa deuet 2 ezel ar strollad OpenStreetMap e brezhoneg e Ti ar Frank Brest, e-pad an Nozvezh-staliañ aozet ganti. Kinniget eo bet OSM hag an doare evit e vrezhonekaat d’un dousennad tud ha filmet eo bet gant FR 3 Brest.

Etre an 3 a viz Gwengolo ha 25 a viz Here ez eus bet enrollet 4 300 anv brezhonek nevez, d. l. e., 520 pep sizhun ha tremen 70 bemdez. Sammad an anvioù : 23 972. Mammenn : Tag Info Fr

2017, 18 a viz Here

Hizivaet eo bet teolioù ar gartenn vrezhonek d’an 8 a viz Here. Graet e vez en un doare emgefreek e pep derou ar mizioù.

2017, 10 a viz Gwengolo

Mirit an deiziad : dont a raio OpenStreetMap e brezhoneg evit ober ur c’hinnigadur e-doug an Nozvez-staliañ (20-10-17) aozet gant Ti ar Frank Brest hag An Drouizig

2017, 2 a viz Gwengolo

Hizivaet eo bet teolioù ar gartenn vrezhonek d’an 2 a viz Gwengolo. Graet e vo en un doare emgefreek e pep derou ar mizioù.

2017, 1añ a viz Eost

Hizivadur ar servij teolioù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta)

2017, 21 a viz Gouere

Livret Lec’hanvadurezh Breizh

Gant Kevre Breizh, kengevredad ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek, eo bet embannet ul levrig e teir yezh (brezhoneg, galoeg, galleg), Lec’hanvadurezh Breizh, un teñzor da zerc’hel bev, e ditl. Titouroù ha kuzulioù evit an dud ordinal hag evit an dilennidi a zo kinniget. Kavet e vo ar vurutelladenn diwar e benn e-barzh loden ar blog OSM e brezhoneg a-benn nebeud. Da vezañ pellgarget amañ.

2017, 16 a viz Gouere

Hizivadur ar servij teolioù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta) gant roadennoù ar 14/07/17

2017, 12 a viz Gouere

Prezidant an Institut d’Estudis Occitans en deus kaset keloù diwar-benn al lec’hienn http://www.openstreetmap-oc.org (kartenniñ al lec’hanvadurezh okitanek) krouet gantañ hervez patron al lec’hienn-mañ.

2017, 10 a viz Gouere

Hizivadur ar servij teoloù http://tile.openstreetmap.bzh  (stumm beta) gant roadennoù ar 06/07/2017.

2017, 24 a viz Mae

E Langoned (Morbihan) eo bet diskouezet labourioù kentañ ar strollad « OpenStreetMap e brezhoneg ». E kreiz Langoned e oa an darvoud e-doug Gouel broadel ar brezhoneg aozet gant Ai’ta ha Bod Kelenn, disadorn 20 a viz Mae

Dindan un deltenn a roe bod d’ar « Geriadenn niverel » e oa bet dispaket ur stand bras gant ur hir a giton skrivet ennañ, « OpenStreetMap », istitlet «  Kartennomp ar bed hent goude hent ». Diwar tri skramm e oe posubl displegañ palioù ar strollad, hag ostilhoù OpenStreetMap.

2017, 20 a viz Mae  

OpenStreetMap.bzh deuet e Gouel broadel ar Brezhoneg e Langoned , e-barzh Keriadenn an niverel, war ar blasenn Morvan.

Displeget eo bet en hon yezh penaos kartenniñ gant OpenStreetMap ha penaos silañ anvioù brezhonek e-barzh ar gartenn bedel.

Gouzout hiroc’h.

2017, 10 a viz Ebrel

Lakaet enlinenn handelv alpha ar servijer Openstreetmap.bzh. Gouestlet eo da vrezhonekadur ar gartenn OSM.