Hentennouriezh ha mammennoù evit brezhonekadur ar gartenn

BREZHONEKAAT UR GARTENN, N’EO KET RASTELLAT ANVIOÙ WAR AN DACHENN (SIWAZH DEOMP !)
Sevel ur gartenn frank e brezhoneg gant OSM,- ha perak ne vije ket anezhi ? -, a zo ul labour disheñvel-tre eus kraflec’hiañ ur gartenn en ur yezh anavezet ez-ofisiel, pa n’eo ket kefridielaet yezh ar Vrezhoned hag hi kouezhet eo en ur stad dizenorus da geñver ar pennoù bras.
Setu perak n’eus ket da glask al lec’hanvioù en ur renabl ofisiel evel ar COG (anvioù ofisiel termenet gant ar Stad) pe ar c’hadastr (lec’hanvioù ofisiel divizet gant ar c’humunioù), ha, siwazh, ne vo ket kavet an anvioù war an dachenn kazi biken, pa ‘z eus nebeutoc’h eget 1% enskrivadurioù brezhonek lakaet a-ratozh war ar pannelloù-heñchañ hag ar plakennoù-straed. Eurusamant, darn ar ar furmoù ofisiel a zo brezhoneg digoulzet e skritur pe brezhoneg dislivet a-hed an Istor.
Petra vo d’ober, erfin ?  Da gentañ, klask anezho e-barzh daou diaz roadennoù frank meret gant brec’h yezhel Rannvro Breizh, Ofis publik ar brezhoneg, mui e-barzh ar geriadurioù lec’hanvadurezh, mui e-barzh al levrioù lec’hanvadurezh, e-barzh ar pennadoù hag ar studiadennoù. Sur awalc’h ne vo ket kavet pep anv enno hag e chomo anvioù da vezañ troet pe da vezañ azazaet pe da vezañ treuzskrivet.
Ret eo studiañ pep a lec’hanv gant daou mennozh : termeniñ ur furm a zo bet implijet dre gomz pe a c’helffe bezañ bet implijet ha bezañ a-blom gant reolennoù pennañ an doare-skrivañ nemetañ hiziv, ar peurunvan. Posubl eo furmañ lec’hanvioù gant ar blazh rannyezhel a-wezhoù, met gant un aket bras.
GWELLOC’H EO ADEILADIÑ EGET IJINAÑ DIOUZH E VARTEZEADENNOÙ
1 AN DAVE MEUR, N’HELLER KET TREMEN HEPTAÑ, MET DIGLOK
Labourioù ha kuzulioù Ofis publik ar brezhoneg (OPAB) eo an dave meur p’eo hemañ ar servij ofisiel nemetañ hag a zo bet karget eus glad yezhel Breizh. Resevet en deus kefridi skouriekadur al lec’hanvioù. Dastumet o deus e gargidi hogos 100 000 furm a c’hell bezañ brassellet diwar daou diaz roadennoù, KerOfis ha TermOfis. Frank int o-daou (diviz kemeret gant Rannvro Breizh e miz Du 2016). Gwelloc’h e vije o kaout hervez reolennoù an Opendata.
Kouslkoude, n’hello ket an Ofis dastum an holl lec’hanvioù, ken niverus ma ‘z int, hag, ouzhpenn-se, darn-vrasañ e studiadennoù a vez graet diwar goulennoù resis ar strollegezhioù lec’hel. Savet en deus 59 studiadenn war glad lec’hanvadurel kumunioù  Breizh Izel ha 15 anezho a c’hell bezañ diskarget diwar e lec’hienn.
Ur patrom eo labour an Ofis e-keñver ar furmoù a dle heuliañ pennaennoù ar skritur etrerannyezhel divizet e 1941 (ar zhae evit ea, o evit ou, liester gant , etc.). Gwelloc’h eo mirout perzhioù an anvioù staget asamblez, ma n’eo un anv-gwan eus an eil, p’emañ Ker-, Pen-, Poul-, Koad-… e deraou an anv.
Sk. : Penfoull ha n’eo ket Penn Foull, met Ar Vilin Gozh, Ar Maez Don ha, koulskoude, Kervihan. Ar Penkêr, met Keravel.
SELLIT SPIS ouzh ar bajenn ANVIOÙ-LEC’H http://www.brezhoneg.bzh/58-anviou-lech.htm war lec’hienn an OPAB
Pajenn an diaz KerOfishttp://www.brezhoneg.bzh/91-kerofis.htm
Pajenn an diaz TermOfishttp://www.brezhoneg.bzh/87-termofis.htm#formTermofis (kalz a anvioù douaroniezh ha kalz a hentanvioù enni).

Diwallit : ret eo lakaat an Ofis evel ar vammenn (source:name:br = ofis publik ar brezhoneg) evit un anv reizhet a denn d’ur gumun studiet gantañ.

2 DICTIONNAIRE DES NOMS DE LIEUX [sic] BRETONS, GANT ALBERT DESHAYES
Ur vengleuz dispar ha n’eo ket renket al lec’hanvioù (keriadennoù) hervez o furmoù klok enni, met diwar furm-patrom ar spizad, gant adkasoù eus ar furmoù lies. Renket eo ar spizidi dre o temoù (62 en holl) hag ur meneger (57 pajenn e lizherennoù munut)  a zo da vezañ brassellet en-araok. Mat eo lenn an digoradur evit kompren peseurt gripedoù a c’hell al lec’hanvadurer amatour kouezhañ e-barzh.
Ne ra ket an oberour gant ar peurunvan, met gant an doare-skrivañ « etrerannyezhel » diamzeriet.
Pouezus, met da vezañ implijet  gant un aket bras.
Deshayes (Albert), Dictionnaire des noms de lieux bretons, Le Chasse-Marée / ArMen, Douarnenez, 1999; ISBN2-903708-85-1
Ur geriadur lec’hanvadurezh all en deus savet Albert Deshayes : evit pep a gumun departamant Penn ar Bed en deus renablet furmoù kozh al lec’hanvioù ennañ.
Deshayes (Albert), Dictionnaire topographique du Finistère, Coop Breizh, Spézet, 2003, 605 p. ISBN2-84346-010-1
3 LEVRIOÙ MIKAEL MADEG ( LEC’HANVADUREZH BRO-LEON)
Ul labour eus ar pouezusañ ha n’eus ket e bar, met ne dalv ket nemet evit unan eus ar broioù bras (kontelezhioù ha eskoptioù) e Breizh hag a zo bev e spered an dud c’hoazh (lod a lavar an Nord-Finistère evit menegiñ Bro-Leon evit gwir).
Evel sevel un dezenn yezhoniezh e 1995, Mikael Madeg  en deus graet un enklask e-barzh 113 kumun ha dastumet en deus miliadoù a lec’hanvioù (anvioù keriadennoù peurvuiañ) ha klasket en deus derc’hel da distagadur an dud a veve eno.
A-bouez-bras eo al labour-se evit klask treuzskrivadur reizh al lec’hanvioù, nemet e tleer derc’hel kont eus palioù skiantel hag eus pennaennoù an oberour.
Evit lakaat an distagadur hag an taol-mouezh war wel e ra troc’hioù (Ker Yegu Plou Rin) pe e kav mat ouzhpennañ ul lizherenn a-wechoù (Brinyogan) ha, dreist-holl, e ra gant an doare-skrivañ « skolveurieg » a zo war-nes mont da get hiziv.
Dedennus-tre eo lenn al levr gallek en deus savet Mikael Madeg, Noms de lieux [sic] et de personnes [sic] du Léon, Embann Keredôl, 2010. ISBN978-2-917520-08-6. Sellit ouzh ar vurutelladenn hon eus savet.
Ouzhpenn studiadennoù savet diwar-benn lec’hanvadurioù Bro-Leon a gaver er gêrioù ha war ar maezioù, Mikael Madeg en deus kenlabouret gant Per Pondaven ha Yann Riou evit lec’hanvadurezh ar mor e Bro-Leon.
Savet o deus un dousennad levrioù war an anvioù ra rae an annezidi ganto, pesketaerien, kouerien ha vezinerien, an holl vrezhonegerien a-vihanik.
Madeg (Mikael), Renabl anoiou kêriadennou Bro-Leon hag o distagadur, Ar Skol vrezoneg-Emgleo Breiz, 1997
Levrenn 1 : Studiadenn ISBN2-906373-53-2 Levrenn 2 : Roll olleg ISBN2-906373-54-0 Levrenn 3 : Roll an anoiou dre ar barrez ISBN2-906373-57-5
4 LEVRIOÙ PIERRE HOLLOCOU HA JEAN-YVES PLOURIN (KORNOG MORBIHAN HA GEVRED PENN AR BED)
 Pikol levrioù a zo bet savet  gant Pierre Hollocou ha Jean-Yves Plourin war lec’hanvadurezh pastell Kreiz Breizh a zo lesanvet Kerne ar Morbihan hag an Arvor a gaver er Su anezhi. Paotred an dielldioù eo an daou oberour ken o deus plantet don o araroù. Studiet o deus miliadoù furmoù kozh gant ul lagad spis ha arvarer. Frouezhuz eo lenn kinnigadurioù al levrioù.
PLOURIN (Jean-Yves), HOLLOCOU (Pierre), Des sources de l’Ellé à l’Île de Groix, Emgleo Breiz, 2014.  391 p. ISBN9782359741025
HOLLOCOU (Pierre), PLOURIN (Jean-Yves), De Quimperlé au port de Pont-Aven : entre Isole-Laïta et Aven, Emgleo Breiz, 2008.
PLOURIN (Jean-Yves), HOLLOCOU (Pierre), De Quimperlé aux Montagnes Noires, Emgleo Breiz, 2007. 259 p. ISBN978-2-911210-59x

5 NOMS DE LIEUX [sic] BRETONS DU DU PAYS NANTAIS, GANT BERTRAND LUÇON 4 200 lec’hanv brezhonek adkavet e Bro-Naoned a zo bet renablet gant Bertrand Luçon ha renket hervez 9 tem bras hag istemoù lies. E diwezh al levr e kaver « elfennadur ar c’horpus ». Ur rannyezh vrezhonek gant e berzhioù e veze komzet e Bro Wenrann betek ar bloavezhioù 1970.

LUÇON (Bertrand),Noms de lieux bretons du Pays nantais : 4200 toponymes, Yoran Embanner, 2017. 511 p. IBN9782916579955

6 LES NOMS DE LIEUX[sic] BRETONS DE HAUTE-BRETAGNE, GANT JEAN-YVES LE MOINGIjinour a-vicher e oa Jean-Yves Le Moing p’en deus savet un dezenn lec’hanvadurezh gant harp ostilhoù urzhiataerel nevez a-walc’h ha ne oant ken paot er mare-se. Savet en deus ul levr all, Noms de lieux de Bretagne, a c’hell bezañ implijet evel un dornlevr evit an deraouer war dachenn lec’hanvadurezh vrezhonek.

LE MOING (Jean-Yves), Les noms de lieux de Haute Bretagne, Coop Breizh, 1990. 480 p. ISBN 2-903708-04-5
LE MOING (Jean-Yves), Noms de lieux de Bretagne, Bonneton,  2004. 231 p. ISBN 2-86253-283-5

7 AN UNSKRIDOÙ LEC’HEL

Savet eo bet levrigoù ha pennadoù war lec’hanvadurezh ofisiel meur a gumun. Darn a zo moulet, darn a zo enlinenn. An darn-vuiañ a zo savet evit displegañ  ha nebeud-tre anezho a zo studiadennoù evit adkavout furmoù gwir an anvioù. Setu ur standilhon :
BIGNON (LE) La toponymie au Bignon page du site le la commune
BOUÉE Alain Monnié, Les toponymes de Bouée
LANDREVARZEC Kernalegenn (Daniel), Les noms de lieu de Landrévarzec,
LANGOAT Association « Vivre à Langoat”, Langoat et ses noms de lieux
L’HÔPITAL-CAMFROUT Page du site de la commune
SAINT-NOLFF Articles de Tugdual Kalvez
SAINT-RIVOAL Site de Riwallig.net
TREILLÈRES Les noms de lieux de TreillèresPage du blog «Treillères au fil du temps »
VAL-ANDRÉ- DAHOUËT La toponymie de Dahouët et des environs (1 et 2)
VIEUX-MARCHÉ ARSATT Lannion, Le Vieux-Marché,/Ar C’houerc’had, ses noms de lieux et leur histoire
PAYS DE RETZ-OUEST Renouard (François), Toponymie bretonne du Pays de Retz, 1ère éd. en 2007. Article de blog, http://retz.over-blog.com/article-14478269.html Version remaniée en 2010 ? http://karrikell.over-blog.com/article-l-empreinte-de-la-langue-bretonne-en-pay-56745853.html

Christian Rogel