Ar gartenn vrezhonek war an arload heñchañ ha merdeiñ OsmAnd : penaos he silañ ennañ ?

An arload heñchañ frank OsmAnd Maps

Implijet e vez an arload frank OsmAnd Maps evit bezañ ameilet er monedoneoù dre garr-tan, dre velo pe war-droad en ur sellout ouzh ur poellgomzer.  Ur merdeer dre loarelloù eo,  gant ur sistem kartennoù ezlinenn dezhañ e-unan.

Graet eo bet OsmAnd evit enkargañ kartennoù OpenStreetMap da gentañ holl, met ivez enkargañ pep kartenn a zo ur URL enkargañ dezhi. Posubl eo kaout 5 tennad kartenn dre rannvrioù evit netra, met ret eo paeañ un nebeud euroioù evit  ar c’hevandiroù (3,49 € evit Europa a-bezh).

Ma vez « profet » 5 kartenn evit netra, hag hizivadurioù a vez kinniget e bep derou ar miz. Setu perak a-benn berr amzer e vezer broudet da baeañ enkargadurioù nevez.

Da vezañ tapet war Amazon, Apple Store, F-Droid  (anvevenn ha digoust) ha Google Play. Sellit ouzh : https://osmand.net (saozneg)

Kartennoù dispaket e meur a yezh, brezhoneg en o zouez

Ouzhpenn m’eo sklaer ar gartenn displeget dre ziouer ez eus un arc’hweladur eus ar re blijusañ ken hir m’eo roll ar yezhoù (76), ar c’hatalaneg,  c’hembraeg, hag an euskareg en o zouez (pas an okitaneg), ha, dreist-holl p’eo ar brezhoneg enni ivez.

Ne dalvez ket kemmadenn ar yezh evit ketal  (etrefas) an arload, met evit al lec’hanvioù, an hentanvioù hag ar poentoù heverk (POI). Met e kaver e penn ar roll ar ger « local » a gas ar « name » OSM da vezañ dispaket a-is d’ar yez dibabet, an doare ofisiel evit gwir.

Setu ar burzhud : pe ur gartenn meur a lec’hanv brezhonek enni, met an anv ofisiel a vez dispaket pa n’eus « name:br » ebet, pe ur gartenn gant an anv brezhoneg  heuliet gant an anv ofisiel hag an anv ofisiel  e-unan pa n’eus ket a « name:br ».

Penaos kaout ar gartenn OSM brezhonek war e boellgomzer ?

  • Kevreañ gant ar magazennoù arloadoù meneget a-us hag enkargañ an arload
  • Dibab e-barzh « cartes et ressources » ar gartenn Bretagne (hag hini Broioù al Liger, mar fell deoc’h) hag enkargañ anezhi
  • Dindan « carte » ha « langue de la carte » goude, dibab ar yezh pennañ + ar yezh « local » (mar fell deoc’h)

OsmAnd+,  OsmAnd Live hag OsmAndMapCreator

Un doare klokoc’h, OsmAnd+ e anv, a c’hell bezañ prenet, met evit Android hepken. Hizivaet e vez ar gartenn OSM, pep sizhun pe vep miz, evit netra ha daveoù da bennadoù ar Wikipedia a c’hell bezañ staget da lec’hioù zo (8,99 €).

Ouzhpenn-se e posubl koumantiñ da hizivadur war ar prim kartenn OSM gant ar program donezonoù  OsmAnd Live.

Darn an donezonoù graet gant bitcoinoù a vez dasparzhet etre ar gengartennerien hervez o oberiantizoù kartenniñ. Kemplesoc’h ha pa ezhomm ez eus tremen gant F-Droid hag ar pakedoù Android (APK). Sellit ouzh https://osmand.net/osm_live (saozneg).

Gant ar program OsmAndMapCreator e farder diwar roadennoù OSM kartennoù dereaderekaet da vezañ silet e-barzh ar poellgomzerioù. Sellit ouzh : https://wiki.openstreetmap.org/wiki/OsmAndMapCreator.

Christian Rogel

4 a viz Du 2018

Roet eo an aotre evit eilañ an destenn-mañ ha pa vije staget anv an oberour heuliet gant OpenStreetMap e brezhoneg ganti.

Deixe uma resposta

O seu endereço de e-mail não será publicado. Campos obrigatórios são marcados com *