1 Petra a zo da vezañ brezhonekaet ?
Erbedet eo kregiñ gant lec’hanvioù a vez kavet e Breizh, met n’eo ket difennet mont pelloc’h, un nebeud anzho a zo hengounel o furmoù (da sk. : Turgn evit Tours e Bro-Douren, Bourdel evit Bordeaux, Chartrez evit Chartres, Evrog evit York pe er yezh lec’hel, azazaet ar skritur ma vez ret).
A-wezhoù e vez simpl a-walc’h kas ar furm ofisiel d’ar furm reizh (Carfantin e Bro-Zol —> Kerfeunteun), met gwezh an amzer, pe n’eo ket posubl divinout, pe eo koachet an diskoulm en ul levr diaes da gaout.
Ur reolenn hollek a zo : mont da glask an doare lec’hel ha n’eo ket an doare ofisiel bep tu. Hervez hengoun al lennegezh vrezhonek, ret eo skrivañ name:br = Strasburg ha n’eo ket Strasbourg (doare ofisiel), na Strässburg (doare alemaneg uhel) na Ströburi (doare elzasek), hag e vo lakaet name:br = Rijsel (izelvroeg) evit Lille, an daou o talvezout evit L’Île = An Enezenn).
P’eo ret lakaat an anvioù alamaneg en Elzaz-Loren, an anvioù okitanek en okitanva, anvioù euskareg en euskaregva, anvioù arpitanek en arpitanegva, anvioù korseg e Korsika, anvioù katalanek e Norzh-Katalonia, ne chomo da azazaat (pe get) nemet lec’hanvioù kavet en oilva (domani ar yezh oil), hanter ar c’hwec’hkogn dre vras.
2 Mammennoù
Ar vammenn gentañ eo roll anvioù kumunioù hag an diazoù roadennoù embannet gant Ofis publik ar brezhoneg (KerOfis ha TermOfis). Kalz a batromoù a c’hell bezañ tennet diouto. Da skouer e kaver enni ar furmoù Kasteller ha Kastellan a zo mat evit treiñ Châtel(l)ier ha Châtillon a zo stank er gallegva. Memestra gant Montreuil ou Montoir(e) a ya da vezañ Mousterel (ha Moûtier a ya da vMouster ken aes ha tra).
Evit ar peurrest (komprenit an darn-vuiañ), ret eo bezañ barrek kenañ war al lec’hanvadurezh ha lenn kalz a oberennoù arbennig (sellit al levrlennadur a-is).
Darn lec’hanvioù ar gallegva a zeu eus ar galianeg latinaet kemmet o furmoù war-lerc’h ha posubl eo adkavout ar furm brezhoneg tost d’ar galianeg hag dezastum un emdroadur gwirheñvel-tre a-blom gant sonadoniezh ar brezhoneg.
Koulskoude ez eus un nebeud a anvioù ha ne vo ket diaes ober ganto : ur furm gallek simpl a zo ganto. Kas Villeneuve da vezañ Ar Gernevez pe Les Clos da vezañ Ar C’hlozioù a zo simpl awalc’h. Fort ha Rochefort a yelo da Roc’h p’emaint war un uhelenn kludet d’an aliesañ.
3 Reolennoù boas evit treuskrivañ al lec’hanvioù
Ar reolenn bennañ : doujañ dre vras d’ar reizhskrivadur peurunvan : Kerisbian —> Kerisbihan, Penhoat —> Penc’hoad, Pors Coz —> Ar Porzh kozh
- Miret e vez rannoù al lec’hanv asamblez d’an aliesañ, nemet ma vez kavet un anv-gwan d’an eil rann : Pengili, Kerwern, met (Coatsec’h)
- Staget e vez ar ger Ker gant an hini ar war e lerc’h ma’z int dispartiet : Ker guen > Kerwenn, Kerargaouyat > Kerargaouiad, met Meilh ar C’hoad (a c’hell bezañ troidigezh Moulin du Bois)
- Miret e vez ar gerioù-mell brezhonek kozh i pe beurvuiañ anezho (Kéridreuff > Keridreu)
- Adlakaat ar ger-mell pa santer eo bet lammet : Coat > Ar C’hoad ha Jardin d’Ahaut > Al Liorzh Uhelañ
4 Ar penrannoù indez-europek pe geltiek hag o emdroadurioù
Darn al lec’hanvioù o deus miret anv un den enno, darn reoù all hini un dra douaroniel pe gounezel, darn hini un elfenn relijiel hag all. Chom a ra anvioù ne c’heller ket kavout o orinoù pe ar furm lec’hel, met eo posubl eilañ ar furm ofisiel pe brezhonekaat anezho.
Evel m’en deus bet displeget a-feson gant al lec’hanvadurourien, al lec’hanvioù a vez kavet e Bro-C’hall o deus penrannoù raokkeltiek, keltiek (galianeg) ha latin.
un nebeud skouerioù : Bazouges > Basilica (latin), Beuvron, Brévenne, Bièvre < Bebr (galianeg evit avank), Bre(u)il < Brogilo (galianeg), Chailly, Chalais, Seille, Cheillé < Kal (rakkeltieg ?), Chambord, Chambourg < Cambo-ritu (galianeg evit Kammroud(our), Namps, Nan, Nans < Nant (galianeg pe rakkeltieg evit traonienn), Auroux, Loroux, Orouer, Ozoir < Oratorium (latin), Teil, Theil < Tliium (latin evit tilh).
5 Al lostgerioù galianek pe latin
E Breizh koulz hag en oilva e vez kavet stank lec’hanvioù ul lostger evel -ac, -ai, -aie, -ay, -aye, -é, -ey, -i, -iac, -y ganto. Un darn a zever eus al lostger latin evit merkañ ar berc’henniezh. *Saiacus a veze e kerzh Saius, deuet da vezañ Cé (Ponts-de), tost da Añje.
Dre vras eo posubl azazaat an anvioù-tud gant al lostger brezhonek -(i)eg. Sellit ouzh Rovelieg (OPAB) evit Romillé ha Romilly ha Marzhinieg a c’hell bezañ lakaet evit Martignac, Martigné pe Martigny.
Un hent all a zo evit al lec’hanvioù a denn d’un anv personel kozh : ober gant Ker + anv : Juigné (a zeu eus Juvenius) a c’hell bezañ troet gant Keryaouank en ur heuliañ talvoudegezh an anv latin. Memestra gant La Simonetière —> Kersimonig.
Darn all al lostgerioù meneget a-us a zo evit traezhennoù a-stroll (lostgerioù kreskiñ oc’h anv skiantel) hag e oa –etum e latin. Kavet e vet stank evit ar plant hag goloioù an douaroù : Boulaie = Bezvoed, Teillay = Tilhieg, Pérouse, Pér(r)ier = Ar Vaeneg.