UR GARTENN EVIT AR VREZHONEGERIEN !
Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap.bzh. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk (POI) e brezhoneg eo ar pal.
Kavout a rit izeloc’h kartenn OSM anvioù brezhonek warni nemetken e Breizh da gentañ ha pelloc’h diouti ma c’heller ober. Un deouezadur spesadel, OSM-BR, a zo bet fardet hag a vo azazaet diouzh an ezhommoù. Lakaet eo bet ar gartenn enlinenn e derou miz Ebrel 2017 hag gwellaet e vez tamm ha tamm.
Diwar erbedadennoù Ofis publik ar brezhoneg ha kavadennoù ar c’herdarzhourien (etimologourien) e vez savet troidigezhioù hag azazadurioù evit al lec’hanvioù hag anvioù an hentoù..
A-feur ma vo diorroet ar raktres e vo kinniget diazoù roadennoù lec’hanvadurel hag ostilhoù arbennik ivez.
A drugarez d’ar skoazell teknikel ha pleustrek deuet digant ar gevredigezh OpenStreetMap France eo bet ouzhpennet ostilhoù kontroliñ diraezus diwar un nozelenn war ar gartenn vrezhonek (lankell glas war ur c’harrez du). Kavet e vez :
- Al livadenn BR control ha e vez gwelet drezi pep hent pe bep lec’hanv a zo bet brezhonekaet (e gwer)
- Ar foñs-kartenn OSM BR (https://www.openstreetmap.bzh dispaket dre ziouer pa tigorer ar gartenn vrezhonek)
- Ar foñs-kartenn OSM FR (https://www.tile.openstreetmap.fr)
- Ar foñs-kartenn OSM etrebroadel (https://www.openstreetmap.org)