Ar gartenn

AR GARTENN A ZISPAK HOR BED E BREZHONEG

Setu kartenn gentañ OpenStreetMap kinniget e brezhoneg. War ar gartenn-se eo dispaket ar pezh a zo bet enskrivet goude an alc’houez « name:br ».

Bruz, Karaez ha Gwipavaz eo ar c’humunioù gant ar muiañ lañs betek henn. Lakaet zo bet ur zoom 16 war ar c’humunioù-se. War ar peurrest eo 15 ar zoom brasañ. Hizivaet e vez ar gartenn bemnoz a drugarez d’ur servijer pourvezet gant ar gevredigezh OpenStreetMap France.

Brasoc’h