Heforzhiadur

Dafariñ evit brezhonekaat OpenStreetMap gant iD

E-touez an arloadurioù niverus savet evit kas daskemmoù e-barzh diaz roadennoù OpenStreetMap e kinnigomp an hini aesañ evit un deraouer pa vez kavet un embanner kartenniñ asambles gant ar gartenn dispaket war al lec’hienn www.openstreetmap.org, iD e anv.

6 lankad a zo da vezañ ergerzhet :

  1. Klaskit bezañ komprenet mat ganeoc’h hentenn hag argerzhadurioù ar c’hartenniñ war OSM
  2. Spislec’hiit ar gartenn link OSM war ar bastellad-vro da zaskemmañ
  3. En em dilesit evit bezañ aotreet evit ober daskemmadurioù
  4. Ouzhpennit ul lec’hanv pe daskemmit darn an tikedennoù (name:br = xx, etc.)
  5. Lerc’hwezit (enrollit) an daskemmoù
  6. Sellit ouzh frouez ho obererezh war ar gartenn vrezhonek

Lankad 1 : Klaskit bezañ komprenet mat ganeoc’h hentenn hag argerzhadurioù ar c’hartenniñ war OSM

M’eo aozet OpenStreetMap evit lezel ur seurt frankiz d’ar berzhidi, ret eo doujañ d’ar reolennoù savet gant ar gumuniezh.

Kavet e vo war bajenn ar wiki OSM, http://wiki.openstreetmap.org/wiki/FR:Key:name:br ar reolennoù boas evit silañ al lec’hanvioù brezhonek displeget diouzh ar munud.

Evit bezañ berr :

  • Pep lec’h, poent pe hent a zo e anv brezhonek da vezañ lakaet dindan an dikedenn name:br = xxx
  • Goude pep name:br e dleer ouzhpennañ an hentenn heuliet evit e anaout : source:name:br = yyyy e lizherennoù bihan nemetken.
  • Gwerzhioù an dikedenn-mañ a c’hell bezañ :
    • survey : e kenkas m’eo aet ar perzhiad war al lec’h rik ha m’en deus silet evel name:br un enskrivadur war ur blakenn-straed, ur panell-henchañ, ur bomm-skrivadur, etc. gwelet gantañ
    • ofis publik ar brezhoneg : pa vez kavet an anv brezhonek e-barzh dafar an OPAB, gant m’eo bet meneget evel lec’h ar gumun emer o sellout outi
    • public local authority : ma n’eo bet ket kavet an anv e-barzh dafar an OPAB, met en ur skrid ofisiel deuet eus ar gumun pe en ul lec’h publik
    • local knowledge : anv ne c’heller ket kavout war un teul publik, met implijet e-leizh gant an annezerien
    • proper translation : ma n’eo ket posubl tennañ al lec’hanv brezhoneg eus ar mammennoù meneget kent e sav ar perzhiad un restaoladur, un droidigezh pe un azazadur diwar e intrudu dezhañ. Ma kav ur patrom en ul levr pe ur studiadenn eo diuz dezhañ sevel un notenn evit e venegiñ (1).
    • copied from name : ma vez kavet un enskrivadur ofisiel e brezhoneg peurunvan war un draezenn, ul lec’h pe war ur savadur
    • osm-br automatic translation : silet gant un ostilh a vo fardet gant OSM-br (OpenStreetMap e brezhoneg)
(1) E derou an notenn, skrivit source:name:br hag  ouzhpennit  ar vammenn m’eo tennet ar restaoladur diouti :
  • ul levr : anv an oberour, titl berraet al levr, p. n (n = niverenn ar bajenn)
  • ur pennad : anv an oberour, titl ar mareadeg (kelaouenn), n° n (niverenn ermaeziadenn ar mareadeg
  • ul lec’hienn Internet : an URL + titouroù heñvel ouzh re ur pennad moulet, bloaz

Lankad 2 : Spislec’hiit ar gartenn link OSM war ar bastellad-vro da zaskemmañ

Asambles gant ar gartenn link OpenstreetMap a weler war www.openstreetmap.org e teu un ostilh a c’hell daskemmañ an holl traou a zo e-barzh diaz roadennoù OSM. Ret eo spislec’hiañ ar prenestr tro-dro d’ar bastellad-vro e-lec’h m’eo traou da zaskemmañ ha zoumañ betek ul live izel (gwelet e vez live ar zoum, -18, lakaomp, e-barzh ar varrenn-chomlec’hioù).

Lankad 3 : En em dilesit evit bezañ aotreet evit ober daskemmadurioù

Klikit war Modifier, ha war-lerc’h Modifier avec iD . Heuliit an argerzhadur evit bezañ anavezet pe evit en em enskrivañ evel perzhiad nevez OpenStreetMap.

Ur prenestr kennaskañ a vez dispaket, nemet pa ‘z och bet kennasket dija gant ho dilesadur hag ho ger-tremen. El lankad-se eo posubl krouiñ ur gont war OpenStreetMap, ma ne oa ket graet en araok.

P’eo bet graet ar c’hennaskañ, dispaket e vez iD er mod embanner :

Lankad 4 : Ouzhpennit ul lec’hanv pe daskemmit darn an tikedennoù (name:br = xx, etc.)

Lakait ar zoum da greskiñ betek ma vo gwelet ur framm embann gant meur a vaezienn-ebarzhañ er bann bras a-gleiz.

Lakait ar reti biziañ war an poent pe an hent a zo da zaskemm e dikedenn ha klikit warnañ hag e-mod-se e vo dispaket e dikedennoù er bann a-gleiz.

Ma ne welit ket anezho, klaskit diskenn e traoñ ar bann kleiz ha klikit war “Tous les tags (x).

A-is d’an daolenn tikedennoù ez eus un hirgarrezenn loued gant ur + ennañ ha gantañ eo posubl ouzhpennañ un alc’houez hag ur gwerzh. Klikit warni evit dispakañ un astenn d’an daolenn..

En hirgarrezenn a-gleiz, silit an alc’houez «name:br».

En hirgarrezenn a-zehou, silit an anv brezhonek da dalvezout evel ar gwerzh.

Klikit war ar + evit ouzhpennañ ul linenn d’an daolenn hag ebarzhit an dikedenn «source:name:br» er bann kleiz hag unan eus ar mamennoù dibabet er roll roet er rannbennad kentañ (Lankad 1) e bann dehou an daolenn.

Lankad 5 : Lerc’hwezit (enrollit) an daskemmoù

Diwall : Erbedet eo kas an daskemmoù a-stroll ken e vo lerc’hwerzet un « stroll daskemmoù» (szg. changeset) ha nompas ul lec’hanv bep tro.

P’ho deus kredet bezañ prest evit echuiñ ar gemalenn gartenniñ, klikit war an nozelenn «Sauvegarder» a-us d’ar gartenn.

Dispaket e vo ur framm ma vi rediet leuniañ anezhañ gant un addispleg evit displegañ e nebeut gerioù peseurt traezennoù ho peus degaset pe daskemmet.

M’ho peus graet un droidigezh vrezhonek nemetken, erbediñ a reomp «name:br localization».

Klikit war an nozelenn «Envoyer» ha goude nebeud amzer e vo dispaket :

Lankad 6 : Sellit ouzh frouez ho obererezh war ar gartenn vrezhonek

Evit poent, n’eo ket hizivaet war ar prim ar gartenn vrezhonek a gaver war https://www.openstreetmap.bzh/fr/kartenn evel ma vez graet evit ar gartenn etrebroadel https://www.openstreetmap.org dispaket an anvioù ofisiel ganti nemetken.

War an ober emañ ar gartenn vrezonek savet a-drugarez da OpenStreetMap e brezhoneg.

Tro-dro d’ur deizhad e vez hizivaet ar gartenn vrezhonek.