War diriad Republik Frañs a-bezh e vez implijet yezhoù rannvroel ha lec’hel. Kelou ez eus eus plakennoù divyezhek (triyezhek a-wezhoù) e Bro-Elzas, Bro-Euskadi, Bro-Korsika, Bro-Okitania, Bro-Flandrez hag e lec’h all.
E Mülhaus (Mulhouse), e Bro-Elzas eo bet klasket dispakañ plakennoù-hent ar muioc’h ma c’hell an ti-kêr. Savet o deus ul lec’hienn plaquesbilingues.fr hec’h anv.
Er vro-se, koulz hag er re a zo meneget a-us ez eus bet krouet un ofis evit leviañ politikerezhioù yezh. Darempredoù hag eskemmoù a vije a-bouez evidomp, pa kredomp e vije tu rannañ an ostilhoù a c’hellfe bezañ savet.
Mar eo posubl deoc’h, kasit titouroù deomp.