Ober e fungoroller
N’eo ket aes lakaat da genel doare brezhonek ar gartenn OSM, pa’z eo heñvel ouzh ober e fungoroller etre div bennaenn :
- eiladiñ al lec’hanvioù evel m’emaint kavet goude o emdroioù diwezhañ, met un dibab a chom d’ober etre eiladur rik pe azazadur da reolennoù furmel ar brezhoneg
- silañ un doare a c’hell bezañ deveret eus gwehaenad galianek (pe eus ur stad neveshañ), met ur vartezeadenn e vo memestra
Koulskoude e c’heller kavout un dra all d’ober : treiñ e brezhoneg, pe eus ar galleg, pe eus ar galoeg, pe eus ar galleg kozh liammet gant ar gounidigezh.
Tidek, emit-hu ?
N’en deus ket kinniget Ofis publik ar brezhonek treiñ « L’Avantage », met e kaver « Beler » evit « Bel-Air » war e lec’hienn. Lod a ginnig « Kerloez » evit « Carloise » ha « Mezven » evit « Mayenne ». « Le Routoir » a c’hell mont da vezañ « An Aoglenn », hag al lec’hanv galoek « Le Houssa » (« La Houssaye ») a ya da g« Kelenneg » hep termal.
Tud a c’hellfe kavout, pe didek (diwar peseurt abeg ?), pe « impalaeriezhel » (dispakañ forzh merkerien vrezhonek war ar Bed evit c’hwezañ an traou).
Harzh ebet termenet gant ul lezenn vennak
Aotreet ober ober evel-se peogwir eo ar brezhoneg e-maez al lezenn c’hall (dilezennet, evit gwir), ken n’eus ket tu leuniañ al alc’houez « name:br » gant lec’hanvioù ur furm brezhonek warno pe gant an hentanvioù brezhonek ofisiel e kumunioù zo nemetken.
E Genver 2012, anvioù ar 1 500 kumun vreizhat a oe silet e-barzh diaz OSM ha anvioù kumuniezhoù kumunioù war o lerc’h, anvioù kêrioù ha broioù, anavezet a gozh peurvuiañ, a zo bet lakaet ivez, koulz anvioù ar Stadoù hag ar broadoù distad.
En em harpañ war an teknologiezh
Divent eo embregadenn silañ anvioù brezhonek pa seller ouzo niver gwan ar vrezhonegerien, met skoazellet e vo gant daou dra a-bouez :
- An urzhiaterezh hag an eostiñ e-biou diazoù rodennoù frank, re an Ofis da gentañ, ken e vo posubl silañ kalz a anvioù er mod emgefreek, o vezañ m’eo lod anezho heñvel a-walc’h e meur a lec’h (« Rue des Ajoncs »)
- Rummad nevez ar vrezhonegerien, kennasket evel m’emañ, a vo plijet gant kartennoù brezhonek tous
Skiant ar gerdarzh evel an aspled pennañ
Daou aspled : derc’hel kont eus kinnigoù ha studiadennoù Ofis publik ar brezhoneg ha tikedenniiñ gant « source:name:br ». Ur c’hefrIdi ofisiel evit sevel lec’hanvioù reoladet a zo bet fiziet d’an Ofis gant Rannvro Vreizh.
Posubl eo tennañ frouezh eus labourioù niverus graet gant kalz a gerdarzhourien en eur chom aketus-kenañ.
Ur gartenn vrezhonek ma vije 100% furmoù brezhonek warni ne c’hell bezañ tizhet, a-dra-sur, met e Breizh eo posubl leuniañ 80% anezho, pa n’eus ket ret kaout unan evit pep « name:br » memestra.
Christian Rogel