Setu al levr a dlefe bezañ lennet gant pep a vrezhoneger a blij dezhañ kartennoù e brezhoneg nemetken, met, siwazh dezañ ne gavo Yann brezhOSMeger nemet lec’hanvioù Bro Leon, bro muiañ karet ar mestr yezhoniour o chom e Sant-Tonan.
Desket ar brezhoneg gantañ hag eñ krennard c’hoazh, desket ar c’hembraeg gantañ gant ar Gembreiz, eñ en doa bet chañs heuliañ kentelioù gwellañ kelennerien war ar yezhoniezh ha reoù all war ar yezhoù keltiek. N’eo ket bet kelenner skol-veur, met div dezenn yezhoniezh en deus savet. Setu perak e kred reiñ muioc’h a driñchin eget a bour da vistri anavezet Skol-Veur Vrest (B. Tanguy ha J. M. Ploneis) p’o deus kredet skrivañ diwar-benn lec’hanvioù Bro Leon hep mont war al lec’h ha goulenn digant tud o chom eno (ha digantañ, a-dra-sur).
Hervezañ ma ne c’heller ket chom hep studiañ ar furmoù skrivet kozh, ne c’heller ket chom hep mont war an dachenn da toullañ kaoz gant brezhonegerien a-vihanik kennnebeut. Aesat tra m’eo deuet ur veg leounat dirak ho penn !
Embannet en deus bet Mikael Madeg darn e gavadennoù tennet diwar e dastum divent (kantadoù a viliadoù lec’hanvioù) en ur ugentad levrioù e brezhoneg (ral a-walc’h e galleg), met ne c’helle ket gouzout e vefe ijinet ar gartennouriezh dre OpenStreetMap gant an aerlunerezh hag ar c’hadastr embarket. Ma ouife Yann dastumer pegen aesoc’h eo ober ganto !
Koulskoude, frouezus eo e gentelioù war ar c’hemmeskañ a vez graet pe gant Yann etimologour dibenn-sizhun pe gant ar skolveuridi staget ouzh o burevioù.
Kentañ skouerenn : Kergelen(n), ul lec’hanv ofisiel, a vez intantet evel “Kêr” + g/”kelenn” (lec’h ma veze kavet kelenn enno) peurvuiañ. Met, bihanniver an anvioù-se a vez distaget gant ar vrezhonegerien lec’hel evel Kergwelenn (furm kozh Kerguvelen). Kinnig a ra M. Madeg Kerguëlen, met n’eus ket a drema e brezhoneg a-vremañ.
Eil skouerenn :gwern a ya da vezañ distaget evel “gwer” ken eo bet mesket gant « kêr”. N’eus ket da rebechiñ tra m’eo deuet da vezañ ar furm implijet gant ar vrezhonegerien a-vihanik, nemet m’eo disheñvel furm ar c’hadastr diouzh ar pezh a lavaront.
Trede skouerenn : kalz a dud a zo strapet gant ar skriturioù faos pe eilsteriek : Ti Lan (edo o chom Alan ennañ) pe Ti Lann (lann en dro dezhañ) ? Kam(m) Hir pe Kan Hir ? Kerezoc pe Ar Gerezog ? N’eus ket ar gaoz war ur gêr bennak, met war ar gwez-kerez a veze plantet eno.
Estreget mennozioù personel an oberour ha nerzh bras a zo ganto, kavet e vo meur a dra a-bouez, daou levrlennadur hag ur geriaoueg ouzhpenn.
Christian Rogel