Lec’hanvadurezh Breizh, ul levrig savet gant Kevre Breizh

Ul levrig evit treuzkas gouiziegezh al lec’hanvioù a gaver e Breizh, « un teñzor da zerc’hel bev » (da vezañ pellgarget amañ), ar re welus, ar re diwelus, ar re guzh pe ankounac’het eo an hini-mañ. Roud ar vezañs denel ma ‘z int ez eont en arvar « koulz abalamour d’ar c’hêriekadur o da lakaat straedoù, balioù,… e plas kêriadennoù hag abalamour ma vez amsavet ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant ar galleg. An dilennidi a gemer an divizoù-se a gas ul lodenn eus glad ar vro da get. »

Evel kevredad ar c’hevredigezhioù a ziwall an hevelebiezh vrezhon e talc’h Kevre Breizh ma vo miret stummoù dereat al lec’hanvadurezh er yezhoù orin hervez erbedennoù meur a aozadur etrebroadel. Broudañ an hiniennoù koulz hag ar c’humunioù evit anavezout gwelloc’h ar pezh a c’hell degas al lec’hanvadurezh pa vez prederiet warni, ar blijadur zoken eo o fal. Diwar skouer labourioù JY Plourin, P. Holllocou ha B. Tanguy e tiskouezont n’eo ken aes mont e-biou ar skiant-se, pa ne c’hell ket bezañ komprenet ster don meur a lec’hanv ofisiel, kuit bezañ « diveziet » diwar skridoù kozh.

Ur skouerenn gentelius: ne zeu ket anv Kerjean eus un Yann bennak atav, rak e Pont-Skorf, Kerizien a zo bet an anv kozh (Kêr + Ritgen).

Eus istor berr lec’hanvioù Breizh kontet aze e weler pouez ar velestradurezh ha ne komprene ket petra a dalveze lec’hanv pe lec’hanv ha ne wele ket peseurt gwall e teufe gant eskemm ur ger orin gant un all, disheñvel pe distummet. Hiziv m’emañ ar giz tennañ anvioù-straed diwar rolloù anvioù-plant pe anvioù-loen e weler kantadoù a « rue des Anémones » pe « rue des Hirondelles » ha kalz a lec’hanvioù implijet gant an dud a vez skarzhet eus ar c’hadastr muioc’h-muiañ.

Arguzennoù sevenadurel, armerzhel  ha politikel a vez displeget gant Kevre Breizh hag hetiñ a reont ma ya an dud voutin da gomz gant an dilennidi evit o kendrec’hiñ chom hep ober o fennoù skañv ha dizesk pa tivizont reiñ anvioù d’ar straedoù. Youl an dud a savfe evit mirout un endro lec’hanvadurel a yafe asamblez gant barnadenn lezvarn melestradurel Marsilha pa lavare « e rank an anvadur roet d’un hent pe d’ur savadur foran bezañ a-du gant al laz foran lec’hel. » (CAA Marseille – Ville de Nice – 12-11-2007).

A-bouez kenañ eo gouzout ez eus ur gevredigezh savet evit ober war-dro lec’hanvadurezh a-dreuz Breizh-Uhel, Chubri e anv (Pg : 02 99 84 08 87 – postel : chubri@chubri.org). Lakaet en deus Chubri un diaz roadennoù enlinenn, ChubEndret , met, diouzh ma gouzomp, ne n’eus ket eus ur c’hod ISO639 evit ar gallaoueg c’hoazh, setu perak n’eus ket tu silañ anvioù gallaouek e-barzh OSM.

E diwezh al levrig eo meneget obererezh Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), hag eñ kuzulier meur ar gumun (re nebeut anezho, siwazh) hag eo kinniget ul levrrolladur a-feson (10 titl).

OpenStreetMap e brezhoneg a gav kentelius ha plijus al levrig-mañ hag a erbed ma vo lennet gant ar gengartennerien a glask leuniañ gwerzhioù ar name:br ha ken gwir eo ne c’heller ket hen ober war-eeun evit n’eus forzh peseurt lec’hanv, un darn vihan anezho, ne lavaran ket.

Koulskoude, ma ne c’hellomp ket tremen hep al lec’hanvadurezh vrezhonek ha gallaouek e tegemeromp ar pezh a gavomp er skridoù ofisiel evit adkavout pe ginnig ar gwellañ restaoladur diouti.

Christian Rogel

Deixe uma resposta

O seu endereço de e-mail não será publicado. Campos obrigatórios são marcados com *