Ul levrig evit treuzkas gouiziegezh al lec’hanvioù a gaver e Breizh, « un teñzor da zerc’hel bev » (da vezañ pellgarget amañ), ar re welus, ar re diwelus, ar re guzh pe ankounac’het eo an hini-mañ. Roud ar vezañs denel ma ‘z int ez eont en arvar « koulz abalamour d’ar c’hêriekadur o da lakaat straedoù, balioù,… e plas kêriadennoù hag abalamour ma vez amsavet ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant ar galleg. An dilennidi a gemer an divizoù-se a gas ul lodenn eus glad ar vro da get. »

Evel kevredad ar c’hevredigezhioù a ziwall an hevelebiezh vrezhon e talc’h Kevre Breizh ma vo miret stummoù dereat al lec’hanvadurezh er yezhoù orin hervez erbedennoù meur a aozadur etrebroadel. Broudañ an hiniennoù koulz hag ar c’humunioù evit anavezout gwelloc’h ar pezh a c’hell degas al lec’hanvadurezh pa vez prederiet warni, ar blijadur zoken eo o fal. Diwar skouer labourioù JY Plourin, P. Holllocou ha B. Tanguy e tiskouezont n’eo ken aes mont e-biou ar skiant-se, pa ne c’hell ket bezañ komprenet ster don meur a lec’hanv ofisiel, kuit bezañ « diveziet » diwar skridoù kozh.

Ur skouerenn gentelius: ne zeu ket anv Kerjean eus un Yann bennak atav, rak e Pont-Skorf, Kerizien a zo bet an anv kozh (Kêr + Ritgen).

Eus istor berr lec’hanvioù Breizh kontet aze e weler pouez ar velestradurezh ha ne komprene ket petra a dalveze lec’hanv pe lec’hanv ha ne wele ket peseurt gwall e teufe gant eskemm ur ger orin gant un all, disheñvel pe distummet. Hiziv m’emañ ar giz tennañ anvioù-straed diwar rolloù anvioù-plant pe anvioù-loen e weler kantadoù a « rue des Anémones » pe « rue des Hirondelles » ha kalz a lec’hanvioù implijet gant an dud a vez skarzhet eus ar c’hadastr muioc’h-muiañ.

Arguzennoù sevenadurel, armerzhel  ha politikel a vez displeget gant Kevre Breizh hag hetiñ a reont ma ya an dud voutin da gomz gant an dilennidi evit o kendrec’hiñ chom hep ober o fennoù skañv ha dizesk pa tivizont reiñ anvioù d’ar straedoù. Youl an dud a savfe evit mirout un endro lec’hanvadurel a yafe asamblez gant barnadenn lezvarn melestradurel Marsilha pa lavare « e rank an anvadur roet d’un hent pe d’ur savadur foran bezañ a-du gant al laz foran lec’hel. » (CAA Marseille – Ville de Nice – 12-11-2007).

A-bouez kenañ eo gouzout ez eus ur gevredigezh savet evit ober war-dro lec’hanvadurezh a-dreuz Breizh-Uhel, Chubri e anv (Pg : 02 99 84 08 87 – postel : chubri@chubri.org). Lakaet en deus Chubri un diaz roadennoù enlinenn, ChubEndret , met, diouzh ma gouzomp, ne n’eus ket eus ur c’hod ISO639 evit ar gallaoueg c’hoazh, setu perak n’eus ket tu silañ anvioù gallaouek e-barzh OSM.

E diwezh al levrig eo meneget obererezh Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), hag eñ kuzulier meur ar gumun (re nebeut anezho, siwazh) hag eo kinniget ul levrrolladur a-feson (10 titl).

OpenStreetMap e brezhoneg a gav kentelius ha plijus al levrig-mañ hag a erbed ma vo lennet gant ar gengartennerien a glask leuniañ gwerzhioù ar name:br ha ken gwir eo ne c’heller ket hen ober war-eeun evit n’eus forzh peseurt lec’hanv, un darn vihan anezho, ne lavaran ket.

Koulskoude, ma ne c’hellomp ket tremen hep al lec’hanvadurezh vrezhonek ha gallaouek e tegemeromp ar pezh a gavomp er skridoù ofisiel evit adkavout pe ginnig ar gwellañ restaoladur diouti.

Christian Rogel

Tro hon eus bet da mont e darempred gant PeÍre Brechet, prezidant an IEO, un ensavadur krouet e 1945 evit diorren an okitaneg, unan eus ar yezhoù bras komzet e Europa, dezhi dielloù fonnus, koulz e-keñver al lennegezh hag e-keñver gwir ar glad.

P’eo displeget e obererezh war 11 000 kumun, palioù heñvel awalc’h ouzh re Ofis publik ar brezhoneg a glask tizhañ, met n’eus ket ur status publik gantañ. Kuzuliañ a ra ar c’humunioù evit ar panellerezh hag restaoladur al lec’hanvioù okitaneg evel ma lavaront.

Savet eo bet gantañ un diaz roadennoù gant 56 000 lec’hanv enni http://www.bdtopoc.org (war ober ha reneveziñ) hag dispakañ a ra anvioù ar c’humunioù war ur gartenn diasavel fardet gant uMap/Leaflet/OpenStreetMap.

Posubl e vije kas ar roadennoù tamm ha tamm e-barzh OpentreetMap ha goulenn d’ar gartennerien ma ouzhpennont lec’hanvioù all en ur mod c’henlabourel. Ur gartenn dinamek, evel hon hini, a c’hellfe bezañ savet ganto.

Kazi sur e vo darempredoù hag eskemmoù da rakwelout etre OpenStreetMap e brezhoneg  hag ar gumuniezh OSM.

Tikedenn OSM evit an okitaneg : name:oc

Setu al levr a dlefe bezañ lennet gant pep a vrezhoneger a blij dezhañ kartennoù e brezhoneg nemetken, met, siwazh dezañ ne gavo Yann brezhOSMeger nemet lec’hanvioù Bro Leon, bro muiañ karet ar mestr yezhoniour o chom e Sant-Tonan.

Desket ar brezhoneg gantañ hag eñ krennard c’hoazh, desket ar c’hembraeg gantañ gant ar Gembreiz, eñ en doa bet chañs heuliañ kentelioù gwellañ kelennerien war ar yezhoniezh ha reoù all war ar yezhoù keltiek. N’eo ket bet kelenner skol-veur, met div dezenn yezhoniezh en deus savet. Setu perak e kred reiñ muioc’h a driñchin eget a bour da vistri anavezet Skol-Veur Vrest (B. Tanguy ha J. M. Ploneis) p’o deus kredet skrivañ diwar-benn lec’hanvioù Bro Leon hep mont war al lec’h ha goulenn digant tud o chom eno (ha digantañ, a-dra-sur).

Hervezañ ma ne c’heller ket chom hep studiañ ar furmoù skrivet kozh, ne c’heller ket chom hep mont war an dachenn  da toullañ kaoz gant brezhonegerien a-vihanik kennnebeut. Aesat tra m’eo deuet ur veg  leounat dirak ho penn !

Embannet en deus bet Mikael Madeg darn e gavadennoù tennet diwar e dastum divent (kantadoù a viliadoù lec’hanvioù) en ur ugentad levrioù e brezhoneg (ral a-walc’h e galleg), met ne c’helle ket gouzout e vefe ijinet ar gartennouriezh dre OpenStreetMap gant an aerlunerezh hag ar c’hadastr embarket. Ma ouife Yann dastumer pegen aesoc’h eo ober ganto !

Koulskoude, frouezus eo e gentelioù war ar c’hemmeskañ  a vez graet pe gant Yann etimologour dibenn-sizhun pe gant ar skolveuridi staget ouzh o burevioù.

Kentañ skouerenn : Kergelen(n), ul lec’hanv ofisiel, a vez intantet evel “Kêr” + g/”kelenn” (lec’h ma veze kavet kelenn enno) peurvuiañ. Met, bihanniver an anvioù-se a vez distaget gant ar vrezhonegerien lec’hel evel Kergwelenn (furm kozh Kerguvelen). Kinnig a ra M. Madeg Kerguëlen, met n’eus ket a drema e brezhoneg a-vremañ.

Eil skouerenn :gwern a ya da vezañ distaget evel “gwer” ken eo bet mesket gant « kêr”. N’eus ket da rebechiñ tra m’eo deuet da vezañ ar furm implijet gant ar vrezhonegerien a-vihanik, nemet m’eo disheñvel furm ar c’hadastr diouzh ar pezh a lavaront.

Trede skouerenn : kalz a dud a zo strapet gant ar skriturioù faos pe eilsteriek : Ti Lan (edo o chom Alan ennañ) pe Ti Lann (lann en dro dezhañ) ? Kam(m) Hir pe Kan Hir ? Kerezoc pe Ar Gerezog ? N’eus ket ar gaoz war ur gêr bennak, met war ar gwez-kerez a veze plantet eno.

Estreget mennozioù personel an oberour ha nerzh bras a zo ganto, kavet e vo meur a dra a-bouez, daou levrlennadur hag ur geriaoueg ouzhpenn.

Christian Rogel

Mikael Madeg, Les noms de lieux (sic) et de personnes (sic) du Léon, Embann Keredôl, 2010, 234 p. Geriaoueg p. p. 118-129. ISBN978-2-917520-08-6.